Levrioù brezhonek da studiañ yezhoù all
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
N'eus ket bet savet kalz a levrioù-studi evit mont eus ar brezhoneg d'ur yezh all. Ar skridoù deskiñ kentañ a zo bet savet gant Roparz Hemon p'en doa klasket broudañ ar vrezhonegerien da zeskiñ an esperanteg. Eus 1928 betek 1930 e stagas d'e gelaouenn lennegel Gwalarn ur stagadenn esperantek, Nord Okcidento.
- Erwan ar Menga., Deskomp Esperanteg. Yezhadur Esperantek, Hor Yezh, 1978.
- Merwen Runpaot. Komprenit an esperanteg. Lesneven, Hor Yezh, 1993.
- Abeozen ha Kerverzhiou. Skol vihan ar c'hembraeg, Skridou Breizh, Brest, 1944.
- Yvan Guehennec. Kembraeg evit ar Vrezhoned. Ploveilh, Preder, 1997.
- Arzel Even. Skol vihan an iverzoneg. Hor Yezh, 1959.
- Máiread Ní Ghráda. O teskiñ iwerzhoneg. Plufur, Skol Ober, 1983.
- Padrig ar Besko. Dornleor manaveg. Emgleo Breiz, 2000.
Er pennad Geriadurouriezh ar brezhoneg ez eo bet renablet ar geriadurioù brezhoneg-yezh all hag ar c'hontrol.