Lewinia
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Gruiformes | ||
Kerentiad : | Rallidae | ||
Anv skiantel | |||
Lewinia G.R.Gray, 1855 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Lewinia zo ur genad e rummatadur an evned, krouet e 1855 gant al loenoniour saoz George Robert Gray (1808-1855). Dibabet e oa bet anv ar spesad gantañ evit enoriñ an arzour hag ergerzhour breizhveuriat John William Lewin (1770-1819).
War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn:
Spesadoù hag an isspesadoù anezhe[1]
kemmañPevar spesad rakiged a ya d'ober ar genad :
- Lewinia mirifica,
- Lewinia muelleri,
- Lewinia pectoralis
- L. p. alberti, brachipus, (†) clelandi, exsul, mayri ha pectoralis,
- Lewinia striata
- L. s. albiventer, gularis, jouyi, obscurior, striata ha taiwana.
Unnek (11) isspesad (bev c'hoazh) en holl.
Rummatadur
kemmañRenket e veze ar spesad striata er genad Gallirallus kent.