Lez-varn Etrebroadel

Al Lez-varn Etrebroadel (Cour Internationale de Justice e galleg pe International Court of Justice e saozneg) a zo ul lez-varn bet krouet e mennad 92 karta ar Broadoù Unanet. E Den Haag (Izelvroioù) emañ he sez. Krouet eo bet e 1946, da gemer lec'h al Lez-varn etrebroadel peurbadus a oa bet aozet gant Kevread ar Broadoù[1]. Ar galleg hag ar saozneg eo an div yezh ofisiel implijet el lez-varn. Unan eus c'hwec'h aozadur pennañ ABU eo, hag an hini nemetañ a denn d'ar justis. Un aozadur peurbadus eo, ennañ 15 barner (dilennet evit 9 bloaz). Dilennet e vezont gant dileuridi an Emvod Meur hag izili ar C'huzul Surentez. Palioù al lez-varn eo ober war-dro ar c'hudennoù gwirel kinniget gant ar Stadoù, hag ivez embann he savboent diwar-benn kudennoù gwirel kinniget gant aozadurioù hag ajañsoù a zo grataet gant Emvod Meur ABU.

Lez-varn Etrebroadel
international court, principal organ of the United Nations
Rann eusUnited Nations System, Aozadur ar Broadoù Unanet Kemmañ
Deiziad krouiñ1945 Kemmañ
Anv er yezh a orinInternational Court of Justice, Cour internationale de Justice Kemmañ
Den e penn an aozadurPresident of the International Court of Justice Kemmañ
PrezidantNawaf Salam Kemmañ
Yezh ofisielsaozneg, galleg Kemmañ
StadIzelvroioù Kemmañ
E tiriadDen Haag Kemmañ
Lec'hDen Haag Kemmañ
Daveennoù douaroniel52°5′12″N 4°17′44″E Kemmañ
Aozadur mammAozadur ar Broadoù Unanet Kemmañ
Sez sokialPeace Palace Kemmañ
Erlec'hiañ a raPermanent Court of International Justice Kemmañ
Niverenn bellgomz+31-70-302-23-23 Kemmañ
Postelmailto:info@icj-cij.org Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://icj-cij.org Kemmañ
FAQ URLhttps://www.icj-cij.org/frequently-asked-questions Kemmañ
Map
Logo al Lez-varn Etrebroadel

Aozadur al lez-varn

kemmañ
 
Sez al lez-varn en Den Haag

Dizalc'hiezh, diduegezh ha barregezh a ya d'ober perzhioù al Lez-varn :

  • pennaenn dizalc'hiezh : dasparzh reizh ar varnerien etre kevandirioù (Afrika : 3, Amerika latin : 2, Europar ar C'hornôg ha Norzhamerika : 5, Europa ar Reter : 2, Azia : 3 ; ur barner dre Stad d'ar muiañ). Ur gevrenn a c'hall dibab ur barner ad hoc pa gaver ur barner eus ar memes bro el Lez-varn.
  • pennaenn unaniezh: dre vras e vez bodet al lez-varn en he fezh. Abaoe reizhadenn 1975 e c'haller aozañ kambroù enno 3 barner. Degemeret e voe an diferadoù gant brasañniver ar varnerien vezant. Sinet hag arguzet eo an diferadoù. Degemeret e vez an mennozhioù disheñvel (war an doare ma varn al Lez-varn) hag hiniennel (war abeg an diferadoù).
  • gwarez ar varnerien : tennet e vez e garg digant ur barner nemet ma'z eo a-unvouezh ar varnerien all.
  • diduegezh : izili ar Lez-varn ne c'hallont kavout tamm labour ebet all, ha ne c'hallont ket kemer perzh e diskoulmañ aferioù o doa kemeret perzh enno a-raok, e forzh pe vod e vefe.

Roll izili al Lez-varn (miz Even 2010):

Anv Broadelezh Perzh Penn-kentañ ar respet Dibenn ar respet
Hisashi Owada   Japan Prezidant 2003 2012
Peter Tomka   Slovakia Bezprezidant 2003 2012
Abdul G. Koroma   Sierra Leone Ezel 1994, 2003 2012
Awn Shawkat Al-Khasawneh   Jordania Ezel 2000, 2009 2018
Bruno Simma   Alamagn Ezel 2003 2012
Ronny Abraham   Frañs Ezel 2005, 2009 2018
Sir Kenneth Keith   Zeland-Nevez Ezel 2006 2015
Bernardo Sepúlveda Amor   Mec'hiko Ezel 2006 2015
Mohamed Bennouna   Maroko Ezel 2006 2015
Leonid Skotnikov   Rusia Ezel 2006 2015
Antônio Augusto Cançado Trindade   Brazil Ezel 2009 2018
Abdulqawi Yusuf   Ezel 2009 2018
Sir Christopher John Greenwood   Rouantelezh-Unanet Ezel 2009 2018
Xue Hanqin   Sina Ezel 2010 2012
Joan Donoghue   Stadoù-Unanet Ezel 2010 2015

Disoc'hoù an dilennadeg diwezhañ (6 a viz Du 2008) :

Notennoù

kemmañ


Liamm diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.