Louis Eunius
(Adkaset eus Loeiz Eunius)
Louis Eunius ou Le Purgatoire de Saint Patrice zo ur pezh-c'hoari brezhonek a zo bet aozet war-dro dibenn an XVIIIvet kantved (793-1800)[1].
E yezhoù Treger ha Goueloù (implij pif evit piv) ez eo bet skrivet an 3 635 gwerzenn a zo er skrid[2].
Kontañ a ra troioù-kamm ha torfedoù Louis Eunius, ar pec'her bras : lazhet en deus meur a zen, skrapet en deus e geniterv eus ur gouent kent he lakaat da vont da c'hast, a-douez torfedoù all e buhez diroll ur ribouler hag ul laer. Goude tremenet dre burgator sant Padrig e dibenn e vuhez e tro ouzh ar relijion gristen.
Levrlennadur
kemmañ- Dottin, Georges. Louis Eunius ou Le purgatoire de saint Patrice. Paris : Honoré Champion, 1911 • En-linenn. Kavet : 04/04/2023.