Lucie Bouzigues
Anv badez Lucie Bouzigues
Deiziad ganedigezh 16 a viz Mae 1989
Aet da anaon 30 a viz Even 2015 (26 vloaz)

Clichy, Bro C'hall

Lec'h ganedigezh Roazhon, Breizh
Bro Breizh
Micherioù Ambrougerez

Kazetennerez

Lucie Bouzigues, ganet e Roazhon d'ar 16 a viz Mae 1989 hag aet da anaon d'ar Meurzh 30 a viz Even 2015 e Clichy d'an oad a 26 vloaz, a oa ur gazetennerez a orin Breton[1]

Lucie Bouzigues a oa ganet e Roazhon d'ar 16 a viz Mae 1989, merc'h da Jean-Paul Bouzigues a oa kazetenner e Kastell-Briant, e Presse Océan ha L’Éclaireur[2] Skoliataet e oa bet e skol bublik Bere (ur c'harter eus Kastell-Briant). C'hoarierez fleüt e skol sonerezh Bere, liseadez e lise Guy-Môquet.

Buhez vicherel

kemmañ

Bet e oa bet ambrougerez e kastell Kastell-Briant. Krog e oa gant hent ar c'hazetenniñ e miz C'hwevrer 2011 gant ur staj e skridaozerezh Ouest-France. E Roazhon e voe choazet evit bezañ lakaet er bajenn gentañ eus ar gazetenn evit devezh Sant-Valentin, evit skeudenniñ ur pennad a-zivout an dour-tan. Nebeut devezhioù war-lerc'h e voe embannet unan eus he c'hentañ pennadoù er bajenn ziwezhañ.

E 2011 ha 2012, e oa kenskriverez evit ar bannoù « Spécial Avenir » (Dazont dibar) ha « Campus » e Naoned ha, war ar memes-tro e oa kenlabourerez e Radio Prun'.

Goude-se e oa bet stajiadez e skridaozerezh Ouest-France e Sant-Nazer en hañv 2013. Diplomet e oa bet en Institut pratique du journalisme pe IPJ (Brezhoneg: Ensavadur Pleustrek ar c'hazetenniñ) e skol-veur Pariz-Dauphine e 2014.

Aet eo da anaon d'ar Meurzh 30 a viz Even 2015 e Clichy d'an oad a 26 vloaz goude bezañ bet un Avc.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ