Léo Lesage, lesanvet Luv Resval, a zo ur rapour ganet d'an 6 a viz Genver 1998 e bro Ginea. Marvet eo d'an 21 a viz Here 2022, d'an oad a 24 bloaz, e Mennecy e Frañs da-heul ur barrad berranal spontus.

Yaouankiz

kemmañ

Da 6 vloaz e kuitaas Ginea gant e familh evit mont da chom da v-Mennecy. Ur vuhez familh boutin en devoa gant ur vamm o labourat e-barzh pretioù hag un tad o werzhañ tiez. Kresket en deus gant tri breur yaouankoc'h.

Red micher arzel

kemmañ

E 2017 e embannas e raktres sonerezh kentañ anvet Young Life. E 2018 e teuas er-maez un heuliad freestyle anvet Y, kregiñ a reas neuze da vezañ anavezet gant kanerien ar mare-se evel Alkapote, ur rapour brudet-kenañ. Plijout a rae an arzour-se da Luv Resval hag er memes bloaz kerkent e embannas an daou arzour ar sonadeg Cadran asambles. Goude ar sonerezh graet asambles gant an daou arzour, ur gwir baeroniezh zo bet krouet e-giz-se. Ar gevrat sinet gantañ e 2019 gant an ti-embann sonerezh Awa a roio lañs d'e red-micher soner.

Kenlabour ha temoù

kemmañ

Krog e oa gant ar sonerezh war SoundCloud evel kalz rapourien all d'ar c'houlz-se. Da vare ar skolaj e voe levezonet gant rapourien gangsta, tagus a-walc'h (da skouer Booba, La Fouine) ha gant strolladoù an XXvet kantved evel Iam, pe 1,9,9,5. Meskañ a rae Luv Resval an daou doare rap-mañ. Entanet e oa ivez gant Star Wars, setu perak e c'heller kavout ur bern daveoù d’an oberennoù-se e-barzh e ganaouennoù.

Adalek 2020 ha 2021 e kenlabouras Luv Resval muioc'h-muiañ gant arzourien vrudet evel Caballero, Jean Jass ha Freeze Corleone. Embann a reas Luv Resval e albom studio kentañ anvet Etoile Noire. Temoù e ganaouennoù a zo teñval-tre[1] gant komzoù rust. Komz a reont atav eus drammoù, maouezed ha soñjoù trist ha glac’harus ha teñval.

Marvet da 24 bloaz

kemmañ

Tamm-ha-tamm e voe gwelet yec'hed Luv Resval o vreinañ. Pa roe sonadegoù war Instragram e oa posubl gwelout anezhañ tost d’ar gourhun abalamour d'an drammoù a gemere.

Etre an 20 hag an 21 a viz Here 2022 eo marvet Luv Resval gant ur barrad berranal spontus. Pevar bloaz warn-ugent e oa, hag hervez Télérama en doa prouet e oa e-touez gratausañ arzourien Bro-C'hall. Luv Resval a laosk ur skeudenn eus ur rapour gant barregezhioù spontus met ivez hini un den teñval.

Mammennoù

kemmañ
  1. Décès du rappeur Luv Resval, Le Parisien, 23 a viz Here 2022.