M. Pokora

(Adkaset eus M Pokora)

M. Pokora pe Matt Pokora, e gwirionez diskleriet Matthieu Tota e marilh an ti-kêr, a zo ur c'haner, un oberour-sonaozour-jubennour hag un dañser gall war sonerezh pop. Ganet eo d'ar 26 a viz Gwengolo 1985 e Strasbourg en Elzas. Eus Polonia eo e dud, mab eo da André Tota, bet c'hoarier mell-droad a-vicher.

M. Pokora
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMatthieu Tota Kemmañ
Anv-bihanMatt Kemmañ
Anv-familhPokora Kemmañ
LesanvMatt Pokora, M. Pokora, M. P., MP Kemmañ
Deiziad ganedigezh26 Gwe 1985 Kemmañ
Lec'h ganedigezhStrossburi Kemmañ
Kompagnun(ez)Christina Milian Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, galleg Kemmañ
Deroù ar prantad labour2003 Kemmañ
Benveg sonerezhmouezh Kemmañ
PladennrolladurM. Pokora discography Kemmañ
Tachennsonerezh pop, contemporary R&B, middle of the road, electronic dance music Kemmañ
Label sonerezhUniversal Music Group, TF1 Group, EMI, Parlophone Kemmañ
Levezonet gantMichael Jackson, Claude François, Usher Kemmañ
Prizioù resevetMTV Europe Music Award for Best French Act Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.mpokoramusic.fr/ Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
M. Pokora e lid an NRJ Music Awards 2013

E 2003, e c'hounezas koulzad 3 an abadenn Popstars gant ar strollad Linkup. Goude an albom kentañ, e tivizas mont war ar vicher eñ e-unan. E miz Du 2004, e savas e albom kentañ eñ e-unan anvet "M. Pokora", dont a reas da vezañ pladenn aour e Frañs. "Player" a zo bet graet e 2006, hag a zo e albom nemetañ a zo bet e penn uhelañ ar gwerzhioù albomoù e Frañs. E 2008, e savas un albom e saozneg anvet "MP3". Goude an albom e saozneg e savas un albom e galleg anvet "Mise à Jour" e 2010. Sevel a reas e 2012 e bempvet albom anvet "A La Poursuite Du Bonheur", dont a reas da vezañ pladenn aour e Belgia a-benn dek devezh hag e Frañs a-benn eizh devezh. Er c'hentañ sizhun pa zeuas er-maez ez eus bet 40 000 albom gwerzhet.

Adalek miz C'hwevrer betek miz Meurzh 2011, e kemeras perzh er c'hentañ koulzad an abadenn "Danse Avec Les Stars" war TF1 hag e c'hounezas ar genstrivadeg gant an dañserez a-vicher Katrina Patchett. Kemer a reas perzh, an 2 a viz Eost 2011 er c'hrogad Manchester United a-enep an Olimpek Marsilha, e Monaco, evit ar gevredigezh "Un sourire, un espoir pour la vie" krouet gant Pascal Olmeta. Kemer a reas perzh ivez, e 2011 er ganaouenn Des Ricochets, gant un tri-ugent a arzourien all, evit ar gevredigezh Unicef. E Genver 2012, ez eas da ganañ gant strollad Les Enfoirés ha kevredigezh Les Restos Du Coeur. Ar 26 a viz Meurzh 2012, e kemeras perzh gant arzourien all (evel Patrick Bruel, Amel Bent, Christophe Maé, Inna Modja...) en ur sonadeg evit ar gevredigezh Les Orphelins de Makala e sal ar Zénith e Lille (sonadeg aozet gant Rio Mavuba, krouer ar gevredigezh hag ivez c'hoarier ha kabiten al LOSC Lille Métropole).

Kalz a vrizhelladurioù en deus. Bet en deus e gentañ tattoo da 18 vloaz hag e oa M. Pokora. Isabelle Gambotti, maeronez ar strollad e-barzh Popstars, he deus lâret dezhañ «Ar pep pouezusañ e-barzh ar vicher-mañ, a zo bezañ uvel, n'eus forzh petra a c'hoarvezo dit, n'ankouaez ket eus pelec'h e teuez, an uvelded a zo ar pezh pouezusañ eus an talvoudegezhioù evit padout.» Neuze pellgomzet en deus d'e vamm-gozh polonat, mamm e dad, evit goulenn ganti penaos e veze lâret uvelded e poloneg, ha respontet he deus M. Pokora. Ur bloaz goude e oa bet ret dezhañ choaz un anv evit ober ar vicher eñ e-unan. Neuze en deus sellet ouzh e vrec'h e-lec'h ma oa skrivet M. Pokora ha deuet eo da vezañ M. Pokora.

Buhez prevez

kemmañ

Ganet eo Matthieu Tota ar 26 a viz Gwengolo 1985, 27 vloaz eo hiziv an deiz, e dad o vezañ t c'hoarier mell-droad a orin eus Polonia, André Tota hag e vamm kargadez, Brigitte. Julien Tota, e vreur bras pemp bloaz koshoc'h egetañ, a zo ganet an 21 a viz Kerzu 1978, 32 vloaz eo hiziv an deiz, a zo ur soner gitar ha soner gant M. Pokora.

Daremprediñ a reas Matthieu skol kentañ-derez ar gelennadurezh kristen e Strasbourg, da c'houde ez eas da skolaj Paul-Emile Victor e Mundolsheim hag e lise micherel Aristide Briand, e Schiltigheim.

Komedienn war gan: Robin des Bois "Ne renoncez jamais"

kemmañ

E miz Gwengolo 2012, M. Pokora a c'hemenn e tapas kaout roll pennañ ar gomedienn war gan Robin des Bois: "Ne Renoncez Jamais" rakwelet evit Gwengolo 2013. Ar gomedienn war gan-se a zo bet krouet gant Gilbert Coullier ha Roberto Ciurleo. An tudennoù pennañ a zo hini Robin ar C'hoadoù dalc'het gant M. Pokora, Stéphanie Bédard o c'hoari perzh Marianna, Dumé o c'hoari roll Sheriff Nottingham, Caroline Costa o c'hoari hini Bedelia, Sacha Tran Adrien, Nyco Lilliu Breur Tuck ha Marc Antoine Petit Jean. An abadenn gentañ a vo c'hoariet d'ar 26 a viz Gwengolo 2013 e Palais des Congrès de Paris. 55 den a vo war al leurenn en ur gontañ ar ganerien.

Albomoù

kemmañ
  • 2004 : M. Pokora
  • 2006 : Player
  • 2008 : MP3
  • 2010 : Mise à Jour
  • 2012 : A La Poursuite Du Bonheur
  • 2013 : Robin des Bois : Ne Renoncez Jamais
  • 2015 : Rythmes Extrêmements Dangereux (R.E.D.)

Prizioù hag anvidigezh

kemmañ
  • NRJ Music Awards : 1
  • ESKA Music Award : 1
  • Hit Machine d'Or : 1

Troiadoù

kemmañ
  • 2006/2007 : Player Tour
  • 2008/2009 : Catch Me Tour
  • 2010/2011 : Mise à jour
  • 2012 : A La Poursuite du Bonheur Tour
  • 2013-2014 : Robin des Bois
  • 2015-2016 : R.E.D. Tour