Madig
Ar madigoù zo boued graet gant sukr bervet en dour pe laezh. Livioù a bep seurt o dez, ha bihan a-walc'h int. Ur blaz sukret, un tammig trenk a-wechoù, o dez. Gwerzhet e vezont a-drak pe en ur sac'hig, pep hini a c'hall bezañ paket en ur baperenn ivez. Debret e vezont unan-hag-unan gant an dorn, etre ar predoù an aliesañ. Met hervez sevenadur an dud e c'hall un dra bezañ gwelet evel ur madig gant an eil re hag evel un dibenn-pred gant ar re all. Ar vugale eo ar re a vez klasket bezañ tizhet gant ar werzherien madigoù hag a zo ur marc'had arc'hantus er bed a-bezh.
Profet e vezont da-geñver gouelioù zo evel Nedeleg, an abadennoù deiz-ha-bloaz, Halloween (mont a ra ar vugale dic'hizet a di da di da zastum madigoù). Da Bask e vez roet chokoladennoù kentoc'h.
An aozadenoù pennañ :
Bihan eo o zalvoudegezh vezhurel.
Un nebeud madigoù :
- ar c'harameloù
- ar gom da chaokat (chewing-gum)
- ar sivi Tagada
- ar marshmallow
- ar drajez
- an nougadennoù
- an hirsukrennoù
Un nebeut madigoù eus ar vro :
- lima Naoned
- an ninichoù (Kiberen, Ar Baol)
Madigoù eus Bro-Spagn : an turrón.
Madigoù eus Provañs : ar c'halisonoù.
Madigoù eus Bro-Saoz : an toffee.