Maleo
| |||
---|---|---|---|
Macrocephalon maleo.
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Galliformes | ||
Kerentiad : | Megapodiidae | ||
Genad : | Macrocephalon | ||
Anv skiantel | |||
Macrocephalon maleo Müller, 1846 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar maleo(Daveoù a vank) a zo ur spesad evned, Macrocephalon maleo an anv skiantel anezhañ.
Ar spesad nemetañ eo er genad[1] Macrocephalon.
En arvar emañ da vont da get abalamour ma tigresk e diriad ha gwarezet eo gant gouarnamant Indonezia.
Doareoù pennañ
kemmañNeizhañ a ra ar maleo war an douar, pe en traezh tommet gant an heol pe er c'hondon tanveneziek ma vez andonioù dour berv. Kleuziañ a ra un toull, dozviñ un û ennañ pa vez dereat an tommder ha goleiñ anezhañ gant traezh. Ar plog nevez-digloret a rank ober e hent war-zu ar gorre ha kavout e voued en e-unan.
Boued
kemmañBevañ a ra diwar vlotviled, c'hwiled, divellkeineged bihan, frouezh, greun, had, merien ha merien-gwenn.
Annez
kemmañKavout a reer ar spesad en inizi Bangka, Butung, Lembeh ha Sulawesi (Indonezia)[2].
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Müller, 1846.
- ↑ Macrocephalon maleo war al lec'hienn Avibase.