Malki-Sedek[1] pe : Melkisedek[2] (hebraeg : מַלְכִּי־צֶדֶֿק malkī-ṣeḏeq, "reizhded eo ma roue") zo un dudenn eus an Tanac'h.
Kinniget eo evel roue ha "beleg an Doue Uhel" pa vennig Avram e Gn. 14 18-20.

Malki-Sedek, Avram hag Is'hak en Iliz-veur Naoned

Setu an destenn :

 Ha Malki-Sedek, roue Shalem, a zegasas bara ha gwin : hemañ a oa beleg an Doue Uhel. Hag ouzh e vennigañ e lavaras : "Benniget ra vo Avram gant an Doue uhel, krouer an neñv hag an douar ! ha benniget an Doue uhel, a zeroas da enebourien ez taouarn !" Hag e roas dezhañ an deog a bep tra.  

Kavet e vez meneg anezhañ er Salm 110[3] :

 Touet en deus an Aotroù, ha n'en devo ket a geuz : "te a zo beleg da viken e-giz Malki-Sedek"[4]

Meneget e vez gant Paol el Lizher d'an Hebreed (7, 1 ha 7, 11). Ar fed m'en dije roet Malki-Sedek profoù a beoc'h, bara ha gwin da Avram a vez gwelet gant an hengoun kristen evel ur rakskeudenn eus an Eukaristiezh ha Malki-Sedek e-unan, beleg ha roue, evel ur rakskeudenn eus ar Mezias.

Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour en notenn a gaver p. 514 eus an Testamant Nevez embannet gant Al Liamm a-zivout Hebr 7,1-3 :

"Melkisedek a zo meneget en destenn Sakr hep ano ebet eus e c'hourdadoù nag eus e varo, ar pezh a zo kontrol da voazioù ar Skritur a ro evit an dud vras, o lignez a-raok ha goude. Gant-se emañ Melkisedek, ar Roue-beleg, evel en diavaez d'an amzer, ha rakskeudenn ar C'hrist."

El liderezh katolik e reer meneg eus Malki-Sedek e Pedenn Veur I (kanon roman) an oferenn : "Taolit warno, ni ho ped, ur sell a garantez, hag evel m'hoc'h eus degemeret mat profoù o servijer Abel, an den just, sakrifis Abraham, hon tad, hag hini Melkisedek, ho Peleg meur, degemerit amañ ar Sakrifis santel, ar Brofadenn dinamm."[5]

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Hervez troidigezh an Tanac'h gant An Tour-Tan, kentañ levrenn, p. 12.
  2. Troidigezh ar Bibl gant Gwilh ar C'hoad hag an Testamant Nevez gant Maodez Glanndour
  3. Hervez an Tanac'h ; er Salm 109 hervez Bibl ar Seikont hag ar Vulgat.
  4. Salm 110, Ar Mesiaz, roue ha beleg, troidigezh An Tour-Tan, levrenn 4, p. 127.
  5. Levrig ar C'hristen, Embannadurioù Sant Erwan, Rostren, 1989, p 25