Maner Kernod
Maner Kernod a zo ur maner e Mellag, nepell diouzh Kemperle, e Kerne Izel, e Penn ar Bed.
Maner Kernod |
Istor ar savadur
kemmañSoñjal a reer e voe savet ur maner eno ken abred hag en XIIIvet kantved, rak kavet ez eus bet roudoù unan eus ar mare-se.
Lodennoù koshañ ar maner a weler hiziv a voe savet e-kreiz ar XVvet kantved. D'ar mare-se e oa perc'hennet ar maner gant ar familh Leskoad, ha skoed-ardamez ar familh a weler en unan eus gwerennoù livet ar chapel. Goude-se e voe perc'hennet gant meur a familh : Le Bœuf, Le Veer, du Vergier de Kerorlay ha de Poulpiquet de Brescanvel. Kemmoù a voe degaset d'ar savadur er XVIIvet hag en XVIIIvet kantved.
Pouezus e oa ar maner a-fet labour-douar : er XVIIvet kantved e voe savet ur solier dezhañ bannoù-koad, a-us d'un tremen. Unan eus ar skouerioù nemeto a gaver e Breizh eo. E penn-kentañ an XVIIIvet kantved e voe plantet gwez avaloù chistr. E 1995 e voe aozet ur verje arnodiñ : hiziv an deiz e kaver enni 42 spesad avaloù chistr disheñvel. Da vare an Dispac'h gall e voe degemeret beleien ha chouanted er maner, en ur guzhiadell e choment.
Kroget e oa bet labourioù reneveziñ ar maner en diskar-amzer 2020, gant ar pal echuiñ al labourioù e miz Meurzh 2025, met ul lodenn eus ar maner a zo bet distrujet gant un tan-gwall d'an 12 a viz Genver 2025 pa oa tost-echu ar prantad reneveziñ[1].
An domani hag an dielloù
kemmañAnavezout a c'haller darvoudoù pennañ an istor dre ma'z eus bet miret dielloù e-leizh abaoe ar XVvet kantved.
Gouzout a reer da skouer e oa an domani 73 hektar dezhañ er XVIvet kantved. Met gant ar c'hemmoù armerzh, hag al lodennerezhioù ne chom nemet 30 hektar hiziv an deiz. Gant an dielloù e c'haller gouzout ivez e oa pemp ruskenn er maner da vare an Dispac'h Gall, ar pezh n'eo ket souezhus rak a-bouez e oa ar gwenanerezh e Kerne Izel, hag ivez ur muz testeniet en dielloù abaoe 1540. Kempennet eo bet e 1993. Annezet e voe ar maner betek 1989 ha pa varvas ar perc'henn diwezhañ e voe prenet gant Kuzul meur Penn ar Bed e 1990. E 1991 e voe lakaet da savadur istorel. Hiziv an deiz ez eo gouestlet d'al lennegezh dre gomz, hag ennañ e kaver Kreizenn enklask ha dielloù al lennegezh dre gomz. Ur rann eus skol-veur Brest eo.
-
Ar solier
-
Diabarzh ar chapel
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ (fr) Pierre Bernard, Incendie au Manoir de Kernault : d’importants moyens mobilisés pour sauver ce monument historique breton, Le Télégramme, d'an 12 a viz genver 2025