Pangolin
(Adkaset eus Manidae)
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Pholidota | ||
Kerentiad : | Manidae | ||
Genad : | Manis | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar pangolined zo bronneged dizant eus Afrika hag Azia. Hiriv an deiz int ar bronneged nemeto en urzhiad Pholidota.
Goloet eo o c'horf gant skant a warez anezho.
Trafikerezh
kemmañEn arvar bras pe vrasoc'h emañ holl spesadoù pangolined Azia. Daoust d'al lezennoù savet evit o gwareziñ eo oberiant c'hoazh an drafikerien e gevred ar c'hevandir evit pourchas loened d'o fratikoù e Sina. Goulenn zo warno eno evel danvez boued pe evit fardañ louzoù hengounel[1].
Spesadoù
kemmañ8 spesad pangolined zo :
- en Azia :
- pangolin India (Manis crassicaudata)
- pangolin Sina (Manis pentadactyla)
- pangolin Malaysia (Manis javanica)
- pangolin Filipinez (Manis culionensis)
- en Afrika :
- ar pangolin meur (Manis gigantea)
- pangolin Temminck (Manis temminckii)
- ar pangolin boutin (Manis tricuspis)
- ar pangolin hirlostek (Manis tetradactyla)