Manifestadegoù 2001 a-enep ar G8 e Genova

Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Arvar zo diwar-benn neptuegezh ar pennad-mañ
ha n'eo ket savet diouzh un holloueziadur
.
Kit da welet ar gaozeadenn

D'an 20 betek an 22 a viz Gouere 2001 e oa dalc'het e Kêr Genova kuzuliadeg etrevroadel ar G8. Evel pa c'hoarvez pa vez aozet an emvodoù-se, e voe aozet ur vanifestadeg vras. D'an 19 betek an 22 ez eas un 300 000 den bennak da vanifestiñ a-enep mennozhioù ar G8. Met reuz a oa ha muioc'h eget 600 den a oa gloazet, tost 400 harzhet, 300 den dismegañset. Evit ar wech kentañ, unan a oa lazhet gant un den eus ar surentez.

Pal an emvod

kemmañ

Mennozh kentañ ar guzuliadeg a oa digresk ar baourentez. Komz a raent a-zivout lemel dle ar broioù paourañ, met ivez eus an endro hag eus ar surentez ar boueta.

Perzhidi

kemmañ

Darvoudoù pennañ

kemmañ

 

  • D'an 17 ha d'an 18 : skarzhet ez eus bet tud diouzh kêr, lavaret eo bet d'ar familhoù e oa taer an arallvedelourien a-benn leuskel plas da guzuliadeg ar G8 e kreiz-kêr istorel Genova. Anvet e voe al lec'h-se an "takad ruz". 25 000 poliser a chome tro-dro d'ar "voger" a-benn diwall mont ha dont an dud, aotreet pe get da vont en takad. Pal ar Genova Social Forum a oa tremen ar voger da "rentañ" d'ar geodedourien o lec'h bevañ. Ne zeujont ket a-benn.
  • Yaou 19 : manifestadeg difeuls a-enep ar forc'herezh sokial ha evit gwirioù ar vroerien gant pe hep paper.
  • Gwener 20 : manifesterien strewet e pep lec'h e kêr. o fal: dont a-benn d'ar "voger" evit lakaat reuz en emvod ar G8; diskouez dezho ne oant ket a-du gant o mennozhioù hag "adkemer" ar gêr. Kalz a feulster a oa, strolladoù manifesterien a-enep ar feulster a voe gloazet, taget, gazet gant ar boliserien. Klevet e veze taolioù tenn, mervel a reas un den.
  • Sadorn 21: manifestadeg vras ma voe bodet (tost)300 000 den; emgannoù etre ar polis ha strolladoù manifesterien zo, evel ar «Tute Bianche» pe ar «Black Block». Taget eo bet ivez kazetennerion ha manifesterien difeuls.
  • Sul 22: Tagadenn ar polis war ar skol Diaz e-pad an noz. Kaset e voe un 300 den bennak da gazarn Bolzaneto.

Skol Diaz

kemmañ

Ar vanifesterien, gant ali ar maer, a gouske e skol Diaz. D'an 22, goude bezañ bet riboulet evit fin ar vanifestadeg, deuet zo poliserien. O fal : distrujañ filmoù pe brouennoù all eus feulster ar polis e-pad ar vanifestadeg. An 300 manifester bennak a oa o kousket aze a voe kaset da gazarn Bolzaneto ha 60 en ospital. Ne voe ket aotreet ar 105 poliser ha karabiner da vont er skol.

Kazarn Bolzaneto

kemmañ

Lavaret a zo bet : Ar vanifesterien (tost 300), tapet gant ar polis e skol Diaz a voe kaset da gazarn Bolzaneto e-pad tri devezh e-lec'h e vo gouzañvet ganto feulsterioù digredus :

  • Rediet eo ar vanifesterien da ganañ kanaouennoù faskour, lañgachet int bet.
  • Meur a hini a voe rediet da chom, e-pad eurvezhioù, war-sav, divhar ha divrec'h distok, ouzh ar voger.
  • Skoet zo bet lod gant pennoù-bazh en divgell pe flac'het.
  • Lavaret eo bet da lod e vefent palforset. Reoù zo a zo aet kuit gant kostezennoù pe brec'hioù torret, lod a zo bet devet gant sigaretez.
  • Merc'hed a zo bet rediet da dreiñ warno o-unan, noazh, dindan c'hoarzhoù ar bolised.

  E 2008(7 vloaz goude) ur prosez en deus roet 76 vloaz ha 4 miz toull-bac'h da 44 foliser, karabiner ha medisin, tamallet da vezañ drougimplijet o gwirioù ha da vezañ sevenet feulsterioù prevez.  

D'an 20 a viz Gouere 2001 eo marvet Carlo Giuliani, 23 bloaz, da 5 e 27 gk.

Un jeep a oa chomet stanket etre ur riblenn hag ur boubellenn, ur strollad manifesterien a oa tro-dro dezho. Unan eus ar garabinerien a dorras ar prenestr diadreñv gant ur vouger-tan a-benn skeiñ ouzh ar strollad. Ar vouger-tan-se a oo stlapet war ar vanifesterien. Ur strollad karabinerien a zo, nepell diouzh ar jeep (30m?) met ne fiñvont ket. Ar c'harabiner diadreñv a dapas e bistolenn, bukañ a ra ouzh ar vanifesterien. Tud 'zo a welas anezhañ, met Carlo Giuliani, o kemer ar mouger-tan war an hent na sell ket outañ. 4 metrad a zo etre Carlo hag ar c'harabiner. Met daou denn a ya kuit eus ar bistolenn. Carlo Giuliani, tizhet er penn, a gouezhas. Goude, e tremenas div wech an jeep war gorf ar paotr. Ober a ra 4 m, ar strollad karabinerien a oa nepell diouzh ar jeep a zo, bremañ, e-kichen.

  • Klasket eo bet gant ar garabinerien reiñ d'ur manifester karg marv ar paotr en ur implij ar skinwel.
  • Ar muntrer n'eo ket bet kondaonet

Evit ar re dedennet

kemmañ

  Savet ez eus bet ur film anvet O.P. GENOVA 2001 (G8: Ordre Public, Gênes 2001) a zo tu sell war: http://www.lepost.fr/article/2009/06/21/1587168_o-p-genova-2001-g8-ordre-public-genes-2001.html Kontañ ha displegañ a ra mat-tre ar pezh a zo c'hoarvezet e-pad ar 4 devezh-se. Ur pezh c'hoari a zo bet skrivet gant André Benedetto: " le jeune homme exposé". Unan all gant Fausto Paravidino: "Genova 01".