Margherita Farnese (Parma, 7 a viz Du 1567 – Piacenza, 13 a viz Ebrel 1643) a oa ur verc'h da Alessandro Farnese, dug Parma ha Piacenza, ha d'e bried Maria d'Aviz, nizez d'an impalaer santel Karl V. Anvet e voe Margherita, diwar-lerc'h anv he mamm-gozh, mamm he zad, Marc'harid Aostria, bastardez d'an impalaer.

Margherita Farnese

He buhez kemmañ

Eured kemmañ

D'an 2 a viz Meurzh 1581, e Piacenza, e timezas Margherita Farnese, 13 vloaz anezhi, da Vincenzo Gonzaga, mab da Guglielmo Gonzaga, dug Mantova ha da Eleonora d'Austria. Pal an eured e oa moarvat krouiñ un emglev padus etre Farnese ha Gonzaga a-enep da Firenze hag ankouaat ar gasoni gozh, savet e 1547 entre an daou diegezh pa iriennas Ferrante Iañ Gonzaga a-enep Pier Luigi Farnese, kentañ dug Parma ha Piacenza. Ha d'an 30 a viz Ebrel e tegouezhas ar priedoù nevez e kêr Mantova.

Bloaz goude, bugel ebet : ne oa ket bet sevenet an eured, dre ma oa ur si bennak e korf ar wregig moarvat. Bec'h a savas etre an daou diegezh en abeg da se : an tad Gonzaga a felle dezhañ ez afe kuit Margherita hag an tad Farnese a gave e oa un dichekadenn hag a roas da c'houzout ne oa bugel ebet abalamour d'an ozhac'h yaouank na oa ket gouest d'ober bugale. A-benn ar fin ez eas ar Farnese kozh a-du gant an torr-dimeziñ, a voe embannet d'ar 26 a viz Mae 1583. Neuze e tistroas Margherita da gêr Parma, ambrouget gant he breur Ranuccio.

Torret e voe an eured daou vloaz goude, rak ne oa ket bet sevenet an eured, dre ma oa ur si bennak e korf ar wregig moarvat. Ha kaset e voe ar wregig Margherita d'ar gouent.

Er gouent kemmañ

Kaset e voe da leandi San Paolo, e Parma, hag anvet eno seurez Maura Lucenia. Diwezhatoc'h e voe abadez Sant'Alessandro.

Addimeziñ a reas Vincenzo e 1584 da Eleonora de' Medici, ha c'hwec'h bugel o devoe.

Goude 1616, goude dastum arc'hant ar gristenien vat, e c'hallas seurez Maura peurechuiñ savidigezh iliz ar sent Gervaso ha Protaso, gouestlet hiriv d'ar Santissima Annunziata, hervez mennad Giambattista Fornovo.

Film kemmañ

E 1966 e voe graet ar film Una vergine per il principe, awenet gant istor Margherita, ha c'hoariet gant Vittorio Gassman, Virna Lisi hag Anna Maria Guarnieri.