Maria di Modena, pe Maria Beatrice Eleonora Anna Margareta Elisabeta d'Este, pe c'hoazh, diwezhatoc'h, ar Rouanez Mari (Queen Mary), ganet d'ar 5 a viz Here 1658 ha marvet d'ar 7 a viz Mae 1718, a oa ur briñsez italian hag a voe eil pried ar roue Jakez II Bro-Saoz.
D'an 23 a viz Ebrel 1685, ha hi oadet 27 vloaz, e voe lakaet war he fenn kurunenn Bro-Saoz, Bro-Skos hag Iwerzhon.

Maria di Modena, poltredet gant Simon Pietersz.

Merc'h e oa da Alfonso IV d'Este, dug Modena ha Reggio, ha da Laura Martinozzi, nizez d'ar c'hardinal brudet Giulio Mazzarino.

Un nebeud mizioù goude ganet ur mab dezhi e voe rediet da guitaat Bro-Saoz gant an Eil Dispac'h saoz, ha repu a gavas e Bro-C'hall, gant he bugel, James Francis Edward Stuart. Pedet e voe gant ar roue gall Loeiz XIV da chom e kastell Saint-Germain-en-Laye. Eno e varvas e 1718.

Beziet e voe e kouent Chaillot, distrujet e-pad an Dispac'h gall e dibenn an XVIIIvet kantved.

He bugale

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.