Maria Portugal, Rouanez Kastilha
Maria Portugal, (1313- Évora 1357), merc'h da Afonso IV Portugal ha Beatriz Kastilha (1293-1359, a oa Rouanez Kastilha dre he dimeziñ. Hi eo ar «fermosíssima Maria» (Maria kenedus meurbet) e-barzh ar meurgan Os Lusíadas.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Portugal |
Anv-bihan | Maria |
Titl noblañs | list of Castilian consorts, royal consort of Castile |
Deiziad ganedigezh | 9 C'hwe 1313 |
Deiziad ar marv | 18 Gen 1357 |
Lec'h ar marv | Évora |
Lec'h douaridigezh | Monasterio de San Clemente |
Tad | Afonso IV |
Mamm | Beatriz Kastilha (1293–1359) |
Breur pe c'hoar | Eleanor of Portugal, Pedro Iañ Portugal |
Pried | Alfonso XI Kastilha |
Bugel | Pedro Iañ Kastilha |
Familh | House of Burgundy - Portugal |
Micher | brientin |
Relijion | kristeniezh |
He buhez
kemmañDimeziñ a reas da Alfonso XI Kastilha e 1328: e eil pried e oa. Divugel e oa c'hoazh pemp bloaz goude, ha prest e oa ar roue da gas e wreg kuit en abeg da se, met e 1333 e c'hanas ar rouanez Fernando, a varvas miz goude. En 1334 e c'hanas ur mab all, Pedro Iañ, ha hennezh a chomas bev.
N'eo ket gant e wreg avat e oa troet he fried hogen gant e serc'h Leonor Núñez de Guzmán, ha dek bastard en doa. Se zo kaoz e tistroas Maria da lez he zad, da Évora. Bec'h a savas neuze etre Portugal ha Kastilha evit enor ar rouanez doganet.
Marv Alfonso
kemmañPa varvas he fried e reas lazhañ Leonor dirazi ha dirak he mab.
Muntret e voe war urzh he mab pa voe roue goude ma oa bet harluet da Bortugal.
He bugale
kemmañDaou vugel o deus bet gant Alfonso XI:
- Fernando (1332-1333), marvet da ur bloaz, a voe beziet e manati San Clemente Sevilla.
- Pedro Iañ Kastilha (1334-1369), rey de Castilla y León a la muerte de su`padre, ocurrida en 1350. Teir gwech e timezas:
- da María de Padilla,
- da Blanca de Borbón
- da Juana de Castro.
Hiziv emañ e relegoù e kev-iliz Capilla Real de la Catedral de Sevilla.