Maria Skłodowska, pe Maria Salomea Skłodowska-Curie, bet ganet d'ar 7 a viz Du 1867 hag aet da Anaon d'ar 4 a viz Gouhere 1934, a oa ur gimiourez hag ur fizikourez polonat, deuet da vezañ keodedourez c'hall da heul he dimeziñ gant Pierre Curie. Gant he gwaz e tizoloas ar skinoberiegezh ha div wezh e c'hounezas-hi ar Priz Nobel.

Tapet he doa priz Nobel ar fizik e 1903 asambles gant he gwaz Pierre Curie hag Henri Becquerel, gant he labourioù war ar skinoberiegezh. Priziet e oa bet un eil gwezh evit he labour war ar poloniom ha war ar radiom e 1911. Ar vaouez nemeti eo da vezañ gounezet daou briz Nobel[1]. Hi ivez eo ar c'hentañ maouez tapet ganti Medalenn Davy gant sikour he gwaz war ar radiom[2] e 1903.

Notennoù kemmañ


Liammoù diavaez kemmañ