Maria Tereza Spagn (1726-1746)

Maria Tereza Spagn, pe María Teresa Rafaela de Borbón (e spagnoleg), pe Marie Thérèse, pe Marie-Thérèse-Antoinette-Raphaëlle d'Espagne, pe de Bourbon (1726–1746), a oa infantez Spagn, ha Daofinez Bro-C'hall.

An daofinez Marie Thérèse Raphaëlle (1726-1746). Poltred gant Louis-Michel van Loo. War-dro 1740.

He buhez kemmañ

Merc'h e oa da Felipe V, roue Spagn (hogen priñs gall), ha d'e eil pried, Elisabetta Farnese.

Dimeziñ kemmañ

Dimezet e voe María Teresa, e miz C'hwevrer 1745, d'ar priñs gall Louis-Ferdinand de France (1729-1765), mab d'ar roue Loeiz XV ha daofin Bro-C'hall.

Gant he dimeziñ d'ur priñs gall, war un dro gant hini he breur, an infant Felipe, da Madame Première, e oa adskoulmet an emglev kozh entre Bro-C'hall ha Spagn, goude ma oa aet er c'hleuz ar mennad da zimeziñ Loeiz XV ha Mariana Victoria (1718-1781), c'hoar henañ Maria Tereza ha Felipe (hag a zeuas da vout Rouanez Portugal).

Lavaret e oa bet e oa kaer, rok, abaf. Met displijout a rae he blev ruz da dud al lez c'hall. Gwelloc'h e kave chom en he lojeiz peurliesañ eget mont er-maez, ha kaz he doa ouzh ar c'hoarioù.

Da wilioudiñ e oa Marie-Thérèse (hec'h anv el lez c'hall) e deroù Gouhere 1746, met dale a oa gant ar gwentloù[1]. Kement-se a zisplije kenañ d'an tad-kozh, ar roue Loeiz XV.

D'an 19 a viz Gouhere 1746, a-benn ar fin, e c'hanas Marie Thérèse ur verc'h hag a voe anvet Marie-Thérèse evel he mamm.

He marv kemmañ

D'an 22 a viz Gouhere, tri deiz goude ganedigezh ar verc'hig, e varvas ar vamm yaouank. 20 vloaz ne oa ken. O merc'h, Marie-Thérèse de France (1746-1748), a varvas e miz Ebrel 1748, da 21 miz. Glac'haret e voe he fried, ha zoken goude eurediñ d'e eil pried, Maria Josepha von Sachsen (1731-1767).


Notennoù kemmañ

  1. Marie-Raphaëlle de Bourbon-Espagne, belle-fille de Louis XV el lec'hienn enviedhistoire.canalblog.com, 3/12/2010.