Maria d'Avalos
Maria d'Avalos (1562 1590) zo ur briñsez italian eus dibenn an Azginivelezh italian, muntret e Naplez gant he fried.
He buhez
kemmañGanet e oa Maria d'Avalos en 1562 e Naplez. Merc'h e oa da Carlo d'Avalos, priñs Montesarchio[1], ha da Sveva Gesualdo, priñsez Venosa, daou zen eus uhelañ noblañs Rouantelezh Naplez.
Dimezioù
kemmañNemet trizek vloaz ne oa e 1675 pa voe dimezet d'ar priñs Federico Carafa. Daou vugel o doe: Ferdinando, marvet en bugel, ha Beatrice, a varvas da zaouzek vloaz.
Intañveziñ a reas c'hwec'h vloaz goude, en 1581, hag addimeziñ a reas da vab henañ un tiegegezh uhel eus Sikilia, Alfonso Gioieni. E 1583 e voe an eured, ha mervel a reas he fried en 1585.
Neuze en em dennas Maria d'Avalos en enez Ischia, ma chomas dizarempred, da c'hortoz he zud da reién dezhi ur pried all[2].
Ur gaer a intañvez
kemmañAddimeziñ a reas Maria d'Avalos d'an 28 a viz Ebrel 1586, da bevar bloaz warn-ugent, d'ar priñs Carlo Gesualdo di Venosa, pevar bloaz yaouankoc'h egeti, ha kenderv kompez dezhi: mamm Maria a oa c'hoar da Fabrizio Gesualdo, tad Carlo. Ret e voe goulenn an aotre digant ar pab Sist V[3].
Brudet e oa kened ar vaouez yaouank e Naplez. Hogen n'eo ket kened ar maouezed a roe c'hoant dimeziñ d'ar wazed atav, ha ma oa kemeret gant priñs Venosa e oa abalamour m'he devoa Maria, « goude bet daou bried a-raok, diskouezet e c'halle dougen frouezh »[4].
Daremprediñ an tiegezh d'Avalos a rae ar barzh Torquato Tasso (1544 – 1595) hag anavezout a rae ar vaouez yaouank. Ur sonedenn a savas da-geñver hec'h eured, ma echue evel-hen[5] :
- Poi la vostra beltà con maggior luce
- Fece il valore e la virtù feconda
- E cede a bella donna invitto duce.
- Neuze ho kened, gant brasoc'h gouloù c'hoazh
- A roas frouezh d'an dalvoudegezh hag ar vertuz
- Hag un dug didrec'h a voe faezhet gant un itron gaer.
Ha frouezhusted a voe, pa c'hanas Maria he mab Emanuele, en 1587 (pe 1588).
Avoultriezh ha marv
kemmañAvoultriñ a reas Maria d'Avalo ur pennadig goude ganet he mab, gant Fabrizio Carafa, dug Andria. Roet e oa bet kement-se da c'houzout da Gesualdo gant testeni un eontr dezhañ. Tapout a reas an daou bichon en e balez, e noz ar 16 ha 17 a viz Here 1590.
Torfed a enor
kemmañPrientet mat e oa an dapadenn: tri den armet gant pep a halabardenn ha pep a akebut a oa gant Gesualdo. Divarc'hañ an nor a rejont, mont er gambr ma oa an daou serc'h. Kunujennoù a voe, tennoù. Servijourien a lavaras goude o devoa klevet Gesualdo o lavarout:
- Lazh, lazh, an den ifam hag ar c'hast-se! kerniel d'an tiegezh Gesualdo ?
E -maez e teuas an tri den armet, hag ar priñs e-unan, e zaouarn leun a wad, a zistroas neuze d'ar gambr da beurlazhañ e wreg a oa o vervel. Setu danevell an darvoudoù, ar fealañ a zo deuet betek ennomp, kavet en un enklask ofisiel gourc'hemennet gant besroue Naplez[6].
Klask a reas besroue Naplez tevel war an afer met aner e voe: skignet e voe ar c'heloù a bep tu[6]. Strafuilh a voe er speredoù o klevout anv eus al lazhadeg evel ma weler o lenn testeni kannad Republik Venezia d'an 19 a viz Here 1590, daou zevezh goude an darvoud[7] :
- Don Carlo, ma da briñs Venosa, ha niz d'an Illurat kardinal, savet a-youl-gaer ha gant kompagnuned mennet mat dimeurzh da c'hwec'hvet eur an noz [war-dro hanternoz] e kambreier donna Maria d'Avalos, e wreg ha keniterv kompez
Brudet eo ar fedoù-se en istor Naplez.
Notennoù
kemmañ- ↑ [1]
- ↑ Catherine Deutsch, p.20.
- ↑ Catherine Deutsch, p.19.
- ↑ Scipione Ammirato,p.13.
- ↑ Catherine Deutsch, p.21.
- ↑ 6,0 ha6,1 Catherine Deutsch, p.30-31.
- ↑ Annibale Cogliano, p. 14.
Levrlennadur
kemmañ- (it) Scipione Ammirato, Delle famiglie nobili napoletane, Firenze, 1651, Bologna, Forni, 1973
- (it) Annibale Cogliano, Carlo Gesualdo. Omicida fra storia e mito, Naples, Edizioni Scientifiche Italiane, 2006 (ISBN 88-495-1232-5)
- Catherine Deutsch, Carlo Gesualdo, Paris, Bleu nuit éditeur, coll. « Horizons », 2010 (ISBN 978-2-35884-012-5)