An annum (« bloaz » e latin), a e arouez, zo un unanenn da vuzuliañ an amzer ha n'eo ket un unanenn eus Reizhiad an unanennoù etrebroadel (SI). Talvezout a ra ur bloavezh juluan, da lâret eo 365,25 deiz[1] pe 31,557 6 × 106 eilenn. Implijet e vez e diskiblezhioù skiantel disheñvel e-giz ar paleogenetik, skiantoù an Douar pe skiantoù an hollved, pe ar fizik nukleel, da vuzuliañ ar paderezh e skeuliadoù amzer filogenetek, geologek, astronomek pe prantadoù radioelfennoù. Emsav eo da vuzuliañ prantadoù brasoc'h evit ar bloaz, rak re vihan e vefe an unanenn SI (an eilenn) evite.

lieskementoù kemmañ

Dereout a ra an annum da vuzuliañ prantadoù hir. Implijet e vez dreist-holl e tri stumm disheñvel  :

  • Ka (kiloannum), ar milved ;
  • Ma (megaannum), ar milion a vloavezhioù ;
  • Ga (gigaannum), ar miliard a vloavezhioù.

Erbedet eo an arouezioù etrebroadel-se gant ar reolad ISO 80000-3:20061 e stagadenn an unanennoù n'int ket unanennoù SI[2].

Implij kemmañ

Dibaot a-walc'h e vez implijet an annum (a) en e-unan. Kavet e vez e rolloù prantadoù skinoberiant, gant e rakgerioù, gant an deiz (d), ar munut (min) hag an eilenn (s).

Rouez a-walc'h ivez e vez implij ar c'hiloannum (ka). Graet e vez gantañ evit oadoù izeloc'h evit 100 000 vloaz, evel re ar c'harbon 14 (1 betek 50 ka).

Implijet e vez ar megaannum (Ma) da zeskrivañ emdroadur ar vuhez. C'hoarvezet eo an darzhadenn gambrian etre −541 ha −530 Ma. Diwezh an dinosaored a erruas 66 Ma zo ha donedigezh ar genad Homo war-dro 2,5 Ma zo. Implijet e vez atav an unanenn-se en amzer dremenet. Muzuliañ a reer adalek un « hiziv » ha n'en deus ket ezhomm da vezañ resis war-bouez un nebeud bloavezhioù pe un nebeud kantadoù a vloavezhioù peogwir eo bihan resisted an deiziadoù muzuliet gant an unanenn-mañ[3].

Implijet e vez ar gigaannum (Ga) pa gomzer eus bloaziadoù liammet ouzh Istor an Douar (eonoù, marevezhioù ha prantadoù geologek), Istor Koskoriad an Heol pe hini an hollved. Krouet eo bet an Douar un tamm ouzhpenn 4,5 Ga zo (4,5 miliard a vloavezhioù) hag istimet eo oad an hollved da 13,8 Ga. Graet e vez ivez gant ar gigaannum da gomz eus hanter-vuhez radioelfennoù zo : da skouer, 48,8 Ga evit ar rubidiom 87.

Notennoù kemmañ

  1. Anv a zo amañ eus deizioù "standards", dezhe 86 400 eilenn en un doare resis, ha n'eo ket eus devezhioù gwirion, rak kreskiñ a ra o fad eus div vilieilenn dre gantved
  2. ISO 80000-3:2006 Grandeurs et unités -- Partie 3: Espace et temps. Kavet : 26 juillet 2017. .
  3. Ur c'hemm a ur milved, pe dek kantved, e-keñver ur milion a vloavezhioù, a dalvez ur feur fazi a 0,1 %. Roet e vez ar feurioù fazi rakjedet e muzul an amzerioù geologel en ur feson ofisiel gant ar Bodad etrebroadel stratigrafiezh (ICS). Mont a reont eus ur c'hantved da 4 Ma evit ar prantadoù termenet-mat hag anavet gant an ICS.