Melanerpes lewis

Melanerpes lewis,
luc'hskeudennet e Bend
(Oregon, Stadoù-Unanet Amerika).


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Piciformes
Kerentiad : Picidae
Genad : Melanerpes
Anv skiantel
Melanerpes lewis
(G.R.Gray, 1849)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Melanerpes lewis[1] a zo ur spesad evned eus ar c'herentiad Picidae.

Anvet e voe Picus Lewis (kentanv) da gentañ-penn (e 1849) gant al loenoniour saoz George Robert Gray (1808-1872) : dougen a ra anv an ergerzher stadunanat Meriwether Lewis[2] (1774-1809).

Doareoù pennañ

kemmañ
 
Melanerpes lewis, luc'hskeudennet e kontelezh San Luis Obispo (Kalifornia, SUA).


Bevañ a ra diwar amprevaned hag a bak koulz diwar nij hag o toullañ kef ar gwez war-bouez e bigos. Degouezhout a ra dezhañ kemer frouezh ha hugennoù ivez.

Kavout a reer ar spesad o neizhañ e koadegi kornôg Norzhamerika hag o c'hoañviñ e hanternoz Mec'hiko[3].

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. N'en deus ar spesad anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
  2. A-gevret gant William Clark (1770-1838) en devoa kemeret perzh en Ergerzh Lewis ha Clark (eus miz Mae 1804 da viz Gwengolo 1806).
  3. (en) Melanerpes lewis war al lec'hienn Avibase.