Melanerpes pucherani

Melanerpes
pucherani

Ur par Melanerpes pucherani yaouank,
luc'hskeudennet e Costa Rica.


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Piciformes
Kerentiad : Picidae
Genad : Melanerpes
Anv skiantel
Melanerpes pucherani
(Malherbe, 1849)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Melanerpes pucherani[1] a zo ur spesad evned eus ar c'herentiad Picidae.

Anvet e voe Zebrapicus Pucherani (kentanv) da gentañ-penn (e 1849) gant an naturour gall Alfred Malherbe (1804-1865) : dougen a ra anv an ergerzher hag al loenoniour gall Jacques Pucheran (1817-1894).

Doareoù pennañ kemmañ

 
Ur barez Melanerpes pucherani, luc'hskeudennet e Costa Rica.


Boued kemmañ

Bevañ a ra diwar amprevaned dreist-holl hag ivez diwar frouezh ha sun-bleuñv.

Annez kemmañ

Kavout a reer ar spesad en un takad hag a ya eus kreisteiz Mec'hiko (stadoù Veracruz ha Chiapas) da gornôg Kolombia ha kornôg Ecuador[2].

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. N'en deus ar spesad anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
  2. (en) Melanerpes pucherani war al lec'hienn Avibase.