Kolibri Elena
| |||
---|---|---|---|
Ur c'holibri Elena.
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Trochiliformes | ||
Kerentiad : | Trochilidae | ||
Genad : | Mellisuga | ||
Spesad : | M. helenae | ||
Anv skiantel | |||
Mellisuga helenae (Lembeye, 1850) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar c'holibri Elena(Daveoù a vank) (zunzuncito e spagnoleg) a zo un evn, Mellisuga helenae an anv skiantel anezhañ, hag a vev e Kuba en Isla de la Juventud (pe Isla de Pinos).
Anv
kemmañLakaet e oa bet an anv-mañ d'an evn en enor da Elena de Faz[1], pe Helen Booth[2], pried Carlos (pe Charles) Booth, ur mignon da Juan Gundlach (1810-1896), an naturour kuban a orin alaman en devoa bevet meur a vloaz e Kuba.
Doareoù pennañ
kemmañEvned bihanañ ar bed eo ar c'holibried Elena : 5 pe 6 kantimetrad hed hag etre 1,6 hag 1,9 gramm. Ha c'hoazh ez eo bihanoc'h ar par eget ar barez.
Boued
kemmañDebriñ a reont nektar dreist-holl ha pakañ amprevaned bihan ivez. Ar re yaouank, lezet en neizh pa vez ar barez o klask he boued, ne vezont ket pell o tapout hag o tebriñ an amprevaned bihan a dremen war-hed taol.
Annez
kemmañGallout a raed kavout an evned-se en enez Kuba (e-lec'h ma reer zunzúnes anezho) hag en Enez ar Pin[3]. Soñjal a reer ez int evned chomidik, daoust ma'z eus bet gwelet unan bennak e Providenciales (Inizi Caicos) hag en inizi Bahamas.
O koazhat emañ o niver, dre ma vez distrujet ar c'hoadoù ma vevont, ha ne vezont ket ken stank mui.