Merenn-vihan pe adverenn pe merenn-enderv zo ur pred bihan a vez debret d'an enderv, tro-dro peder eur peurvuiañ, etre merenn ha koan. Kemeret e vez gant ar vugale dreist-holl. Tammoù bara, ledet amann, pe koñfitur, kaotigell, pe mel warne, pe gant un tamm chokolad, a vez debret ganto, pe traoù dous all evel kouignoù, un tamm gwastell, gwispidennoù, krampouezhennoù, viennerezh (ur gornegenn, ur varaenn-chokolad, ur varaenn-rezin, ur vriochenn...), ur frouezhenn bennak, yod frouezh. Evet e vez dour pe laezh pe un evaj dous evel chug-frouezh, siros, soda pe chokolad tomm pe yen. An dud gour a c'hall evañ ur banne kafe pe te.

"Ar verenn-vihan", taolenn gant William Bouguereau, 1901.
Brioch, bara-chokolad, krampouezh gant sukr, tartezennoù-avaloù, kaneledoù, ruilhennoù nutella, cookie, kornegennoù abrikez, bara-rezin, palmez, pastez-avaloù, donut...

Adlein zo ur pred bihan all a c'hall bezañ debret d'ar beure gant ar vugale, etre lein ha merenn, e porzh o skol da skouer.

Ar grennarded, ar merc'hed dougerez pe o vronnañ o babig, hag an dud hag a laka kalz kas d'o c'horf (ar sportourien, micherioù zo...) a zebr merenn-vihan ivez.

Darvoudoù ispisial

kemmañ

Merenn-vihan a c'hall bezañ aozet evit lidañ deiz-ha-bloaz ur bugel. Pedet e vez e vignoned ha debret e vez merenn-vihan holl asambles. C'hwezhañ a ra ar bugel goulaouennoù ar wastell deiz-ha-bloaz ha roet e vez profoù dezhañ.

Adverennoù lennegel a c'hall bezañ ivez, evit an dud gour. Bodet e vez tud evit kaozeal eus ul levr en ur zebriñ ur c'hortozenn, kouignoù hag ur banne died tomm peurliesañ.

E broioù all

kemmañ

E kalz broioù e vez heuliet an hengoun-se. E Bro-Saoz e vez evet ur banne te ha debret gwispid tro 5 eur, afternoon tea a vez graet eus an dra-se. Er broioù kreizdouarat hag Amerika ar Su e vez debret merienda (graet gant kouignoù, sandwichoù bihan, evajoù tomm pe yen..), hag e Polonia vez debret podwieczorek.