Iliz Santez-Sofia (e turkeg Ayasofya) a oa un iliz savet e Bizantion dindan ren an impalaer Justinian etre 532 ha 537.
Pa voe aloubet Istanbul e 1453 gant Mehmet II e voe treuzfurmet Santez-Sofia en ur voskeenn.
Abaoe ar 24 a viz Du 1934, diwar diviz Mustafa Kemal Atatürk, eo Santez-Sofia ur mirdi.