Mohamed Abdel Moneim Al-Fayed, ganet d'ar 27 a viz Genver 1929 hag aet da Anaon d'an 30 a viz Eost 2023, a oa ur miliarder ha den a aferioù eus Egipt. Darn eus e aferioù hag e lec'h bevañ pennañ a oa er Rouantelezh-Unanet abaoe kreiz ar bloavezhioù 1960. Perc'henn e oa war al leti Ritz e Pariz, war ar stal Harrods e Londrez ha war klub mell-droad Fulham. Pa oa marvet, e 2023, e oa bet istimet gant ar gelaouenn Forbes e save e beadra da zaou viliard a zollarioù.

Mohamed Al-Fayed
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhKingdom of Egypt, Republic of Egypt, Republik Arab Unanet, Egipt Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denمحمد عبد المنعم الفايد Kemmañ
Anv-bihanMohammed Kemmañ
Anv-familhFayed Kemmañ
Deiziad ganedigezh27 Gen 1929 Kemmañ
Lec'h ganedigezhRas el-Tin Kemmañ
Deiziad ar marv30 Eos 2023 Kemmañ
Lec'h ar marvLondrez Kemmañ
PriedSamira Khashoggi, Heini Wathén Kemmañ
BugelDodi Fayed, Camilla Fayed, Omar Fayed Kemmañ
Yezh vammarabeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetarabeg, saozneg Kemmañ
Micherembreger, den a aferioù Kemmañ
Kargchairperson Kemmañ
RelijionIslam Kemmañ
Sportmell-droad Kemmañ
Perc'henn warHôtel Ritz Paris Kemmañ

Fayed a oa bet dimezet da Samira Khashoggi etre 1954 betek 1956. Ur mab o doa bet, Dodi Al-Fayed, hag a oa bet e karantez gant Diana, priñsez Kembre, pa oant marvet o-daou en ur gwallzarvoud oto e Pariz e 1997.

Abaoe 1995 e oa evezhiet Fayed gant ar mediaioù evit abegoù reizhel lies rebechet dezhañ : tagadennoù reizhel, harellerezh reizhel ha gwallerezhioù. E 2024 e oa deuet war-wel an hollad aferioù niverus-se gant ouzhpenn 200 maouez o sevel klemm. Ar re-se o deus krouet Justice for Harrods Survivors, ur strolladur eus darn eus ar c'hlemmoù [1].

Notennoù ha daveennoù

kemmañ