Monchy-le-Preux
kumun Bro-C'hall
Kumunioù Frañs | |
---|---|
Anv | Monchy-le-Preux |
Skoed | |
Riez | Frañs |
Rannvro | Hauts-de-France |
Departamant | Pas-de-Calais |
Bro hengounel | |
Arondisamant | Arras |
Etrekumuniezh | Communauté urbaine d'Arras |
Kanton | Vitry-en-Artois |
Kod INSEE | 62582 |
Kod post | 62118 |
Maer | Michel Zéchel |
Amzer-gefridi | 2008-2014 |
Gorread | 9,26 km² |
Led | 50° 16' 14" Norzh |
Hed | 02° 53' 39" Reter |
Uhelder kreiz | 107 m |
Uhelder bihanañ | 52 m |
Uhelder brasañ | 113 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 571 (2007) |
Stankter | 61 a./km² |
Lec'hienn ar gumun |
Monchy-le-Preux a zo ur gumun eus departamant Pas-de-Calais (Bro-C'hall).
Istor
kemmañXXvet kantved
kemmañ- ul lec'h strategel pouezus e voe Monchy le Preux, nepell ag Arras. Argadennoù taer a voe er gumun. Eus Monchy le Preux, an Alamaned a denne ouzh Arras ha distrujet e voe ar befrez gante. E Monchy e weler, war ribl an hent-departamant RD 939 (hent-Stad RN 39 gwezharall) ar maen-bonn o tiskouez penn-pellañ aloubadeg al Lu Alaman e-pad ar Brezel bed kentañ;
- ac'hubet e voe ar c'hastell d'al Lu Alaman. Dont a reas ar C'hronprinz Frédéric-Guillaume, mab d'an Impalaer Gwilerm II, da weladenniñ seziz Arras;
- adsavet e voe ar c'hastell, e chapel hag ar gêriadenn goude ar Brezel-bed kentañ;
- 1920: roet e voe ar Groaz Brezel 1914-1918 d'ar gumun
[1].
Lec'hioù ha savadurioù
kemmañXIXvet kantved
kemmañ- Kastell Louis Florent, bet dilennet da kannad ar Pas-de-Calais meur a wezh en XIXvet kantved.
- Goulenn a reas Louis Florent digant Eugène Viollet-le-Duc aozañ ur chapel gotek da vout savet ouzh ar c'hastell.
XXvet kantved
kemmañMonumant savet evit derc'hel soñj eus aberzhadenn soudarded Rejimant Roueel an Douar-Nevez d'ar 14 a viz Ebrel 1917.
- Monumant da Rejimant Roueel an Douar-Nevez.
- Maen-bonn an talbenn.
- Bered ar C'hommonwealth:Windmill British Cemetery
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Afrika ar Su | 1 |
Alamagn | 1 |
Kanada | 65 |
Rouantelezh-Unanet | 336 |
Hollad | 336 |
Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet eo bet gant 29th Division e miz mae 1917 hag implijet betek miz Meurzh 1918 hag e mizioù Eost, Gwengolo hag Here 1918 adarre[2] [3].