Montjoi
Montjoi pe Montjoie zo un anv-lec'h gallek.
Orin
kemmañUn orin relijiel a zo d'an anv, stag ouzh pirc'hirinajoù ar Grennamzer, da Jeruzalem ha goude da Santiago de Compostela[1].
Roet e vije bet an anv Mons Gaudii da Venez Rama, er gwalarn da Jeruzalem[2]. Diwar-se e vije bet roet an anv da veur a venez ma c'halled gwelout al lec'h santel. Youc'het e veze ar ger "Montjoie" gant ar c'hallegerien pa welent mogerioù kêr santel Palestina, ha diwar-se e teuas da vezañ ur youc'h-brezel. Diwezhatoc'h e voe stag ouzh anv sant Denez, ma veze youc'het Montjoie-Sant-Denis gant ar vrezelourien c'hall.
Yezhoù all
kemmañ- Brelevenez, e brezhoneg
- Montjoie, e galleg
- Mountjoy, e saozneg
- Monte Alegre, e portugaleg
Lec'hioù
kemmañ- Montjoi, en Aude
- Montjoi, e Tarn-et-Garonne
- Montjoie-Saint-Martin, e Manche
- Montjoie-le-Château e Doubs
- Montjoie-en-Couserans en Ariège : kêr ar "mont jovius", menez Jupiter.
- Saint-Michel-de-Montjoie e Manche
- Les Contamines-Montjoie e Haute-Savoie
Istor
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ http://www.cnrtl.fr/etymologie/montjoie
- ↑ Gwelout K. Löffel, Beiträge zur Geschichte von montjoie, 1934, pp.5-10 ha 25-28.