Urzh Monte Gaudio, pe Urzh Montjoie, pe Urzh Alfambra, pe Urzh Trufac, pe Ordo Equitum Montis Gaudii e latin, a oa un urzh marc'heien gatolik spagnol da vare Brezelioù ar Groaz, savet en 1173-1174 e rouantelezh Aragon.
En amzer-se e oa bet savet meur a urzh relijiel hag urzhioù brezelourien da wareziñ ar birc'hirined kristen.

Kroaz Marc'heien Montjoie
Emgann Kerniel Hattin.
Ar pab Aleksandr III.

Da get ez eas an urzh e 1196, ha lod eus ar varc'heien ac'h eas neuze gant Urzh Monfragüe ha lod all gant Urzh an Templ.

An anv

kemmañ

Dont a ra an anv Monte Gaudio eus an anv roet gant ar birc'hirined spagnolek d'ar menez Rama er gwalarn da Jeruzalem, ma welent ar gêr santel.

Krouidigezh

kemmañ

En XIIIvet kantved e voe krouet Urzh Monte Gaudio e rouantelezh Aragon, gant ar c'hont leonat Rodrigo Álvarez de Sarria, marc'heg eus Urzh Santiago, a gave re zous reolenn e urzh, hag a zisplije dezhañ gwelout ar varc'heien anezhañ o timeziñ.
Mennet e oa an urzh da wareziñ pirc'hirined kristen eus rouantelezhioù Ledenez Iberia en Douar santel.

Goulenn a reas aotre da sevel un urzh marc'heien all gant ur reolenn un tamm garvoc'h, diwar skouer menec'h Cîteaux. Ne oa ket gwall domm abad Cîteaux ouzh raktres Rodrigo Álvarez, met a-benn ar fin e roas e aotre, kadarnaet e miz Kerzu e 1175. N'eus forzh penaos e oa stag an urzh varc'heien ouzh ar pab.

Istor berr

kemmañ

Roet e voe an aotre da sevel an urzh gant Jacint, kannad ar pab, hag aprouet e voe gant ar pab Alesant III (pab) a-raok ar 24 a viz Kerzu 1173. Klask a reas ar pab mirout ouzh tabut da sevel etre an urzh nevez hag urzh Santiago ha difenn a reas degemer en urzh ar Monte Gaudio marc'heien a vije bet en urzh Santiago, na perc'hennañ madoù a vije bec'h diwar o fouez gant an urzh-se.

Da gentañ e voe harpet an urzh gant ar roue Alfonso II Aragon a venne mirout ouzh kresk levezon Urzh an Templ hag Urzh an Ospital,

Mont a reas Álvarez gant e gompagnuned da vetek Terol, e Kurunenn Aragón, ma voe diazezet an urzh war-dro dibenn 1173 pe deroù 1174.

E miz Gouhere 1174 e voe roet dezhañ kastell Alfambra, en hanternoz da d-Terol, gant ar roue Aragon. En eskemm e voe karget an urzh da zifenn kreisteiz Aragon diouzh ar vuzulmaned. War-dro 1180 ne seblant ket stabil anv an urzh: Ayala a soñj gantañ eo gwell ober anezhi an anv urzh Alfambra en he marevezh kentañ.

Pennkarter an urzh a oa er Monte Gaudio («mons gaudii» en latin), ar menez ma voe gwelet gant brezelourien ar Groaziadeg kentañ kêr Jeruzalem; alese e anv.

Unan eus emgannoù pouezus istor marc'hegeien an urzh eo emgann Kerniel Hattin en 1187, met lazhet e voe holl varc'heien an urzh eno.

Berr e voe he buhez : savet e voe e 1175 hag unanet ouzh urzh an Templ en 1196 da gentañ. Ar re eus ar varc'heien a oa chomet en Aragon a voe staget ouzh Urzh Calatrava e 1221 gant Fernando de Aragón.

Banniel

kemmañ

Ur groaz ruz ha gwenn a oa war banniel an urzh.

Lennegezh

kemmañ

Ar romant Deus Vult gant Alberto Pertejo-Barrena, diwar-benn ur marc'heg a deu e-barzh an urzh Orden de Santa María de Monte Gaudio.

Levrlennadur

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ