Urzh Monte Gaudio
Urzh Monte Gaudio, pe Urzh Montjoie, pe Urzh Alfambra, pe Urzh Trufac, pe Ordo Equitum Montis Gaudii e latin, a oa un urzh marc'heien gatolik spagnol da vare Brezelioù ar Groaz, savet en 1173-1174 e rouantelezh Aragon.
En amzer-se e oa bet savet meur a urzh relijiel hag urzhioù brezelourien da wareziñ ar birc'hirined kristen.
Da get ez eas an urzh e 1196, ha lod eus ar varc'heien ac'h eas neuze gant Urzh Monfragüe ha lod all gant Urzh an Templ.
An anv
kemmañDont a ra an anv Monte Gaudio eus an anv roet gant ar birc'hirined spagnolek d'ar menez Rama er gwalarn da Jeruzalem, ma welent ar gêr santel.
Krouidigezh
kemmañEn XIIIvet kantved e voe krouet Urzh Monte Gaudio e rouantelezh Aragon, gant ar c'hont leonat Rodrigo Álvarez de Sarria, marc'heg eus Urzh Santiago, a gave re zous reolenn e urzh, hag a zisplije dezhañ gwelout ar varc'heien anezhañ o timeziñ.
Mennet e oa an urzh da wareziñ pirc'hirined kristen eus rouantelezhioù Ledenez Iberia en Douar santel.
Goulenn a reas aotre da sevel un urzh marc'heien all gant ur reolenn un tamm garvoc'h, diwar skouer menec'h Cîteaux. Ne oa ket gwall domm abad Cîteaux ouzh raktres Rodrigo Álvarez, met a-benn ar fin e roas e aotre, kadarnaet e miz Kerzu e 1175. N'eus forzh penaos e oa stag an urzh varc'heien ouzh ar pab.
Istor berr
kemmañRoet e voe an aotre da sevel an urzh gant Jacint, kannad ar pab, hag aprouet e voe gant ar pab Alesant III (pab) a-raok ar 24 a viz Kerzu 1173. Klask a reas ar pab mirout ouzh tabut da sevel etre an urzh nevez hag urzh Santiago ha difenn a reas degemer en urzh ar Monte Gaudio marc'heien a vije bet en urzh Santiago, na perc'hennañ madoù a vije bec'h diwar o fouez gant an urzh-se.
Da gentañ e voe harpet an urzh gant ar roue Alfonso II Aragon a venne mirout ouzh kresk levezon Urzh an Templ hag Urzh an Ospital,
Mont a reas Álvarez gant e gompagnuned da vetek Terol, e Kurunenn Aragón, ma voe diazezet an urzh war-dro dibenn 1173 pe deroù 1174.
E miz Gouhere 1174 e voe roet dezhañ kastell Alfambra, en hanternoz da d-Terol, gant ar roue Aragon. En eskemm e voe karget an urzh da zifenn kreisteiz Aragon diouzh ar vuzulmaned. War-dro 1180 ne seblant ket stabil anv an urzh: Ayala a soñj gantañ eo gwell ober anezhi an anv urzh Alfambra en he marevezh kentañ.
Pennkarter an urzh a oa er Monte Gaudio («mons gaudii» en latin), ar menez ma voe gwelet gant brezelourien ar Groaziadeg kentañ kêr Jeruzalem; alese e anv.
Unan eus emgannoù pouezus istor marc'hegeien an urzh eo emgann Kerniel Hattin en 1187, met lazhet e voe holl varc'heien an urzh eno.
Berr e voe he buhez : savet e voe e 1175 hag unanet ouzh urzh an Templ en 1196 da gentañ. Ar re eus ar varc'heien a oa chomet en Aragon a voe staget ouzh Urzh Calatrava e 1221 gant Fernando de Aragón.
Banniel
kemmañUr groaz ruz ha gwenn a oa war banniel an urzh.
Lennegezh
kemmañAr romant Deus Vult gant Alberto Pertejo-Barrena, diwar-benn ur marc'heg a deu e-barzh an urzh Orden de Santa María de Monte Gaudio.
-
Alfambra (Terol) : dismantroù kentañ kastell an urzh.
-
Ar Montegaudio war-dro 1900, e-kichen Jeruzalem, ma teu anv an urzh diwarnañ. Bez ar profed Samuel zo warnañ.
Levrlennadur
kemmañ- Blázquez, A. (1917). "Bosquejo histórico de la Orden de Monte Gaudio". Boletín de la Real Academia de la Historia, 71, p. 138–72.
- Canal Sánchez-Pagín, José María (1983). "El conde don Rodrigo Álvarez de Sarria, fundador de la orden militar de Monte Gaudio". Compostellanum, 28, p. 373–97.
- Delaville Le Roulx, J. (1893). "L'Ordre de Monjoye". Revue de l'Orient Latin, 1, p. 42–57.
- Forey, Alan J. (1971). "The Order of Mountjoy". Speculum, 46(2):250–66.
- O'Callaghan, Joseph F. (1969). "Hermandades between the Military Orders of Calatrava and Santiago during the Castilian Reconquest, 1158–1252". Speculum, 44(4):609–18.
- AYALA, Carlos. Las órdenes militares hispánicas en la Edad Media (siglos XII-XV). Madrid: Marcial Pons Historia, 2007. ISBN 978-84-96467-49-1, p. 103-107.