Morgan Brittany
Morgan Brittany (ganet Suzanne Cupito d'ar 5 a viz Kerzu 1951 e Hollywood[1]) zo un aktourez stadunanat er skinwel hag er sinema. Brudet eo evit bezañ c'hoariet Katherine Wentworth, hanter-c'hoar yaouankoc'h hag itriker Pamela Ewing ha Cliff Barnes, er soap opera Dallas.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv-bihan | Morgan |
Anv-familh | Brittany |
Deiziad ganedigezh | 5 Kzu 1951 |
Lec'h ganedigezh | Hollywood |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Deroù ar prantad labour | 1957 |
Strollad politikel | Strollad Republikan |
Lec'hienn ofisiel | http://www.morganbrittany.com/ |
Skrivet en deus evit | WorldNetDaily |
Red-micher
kemmañRed-micher evel bugel
kemmañGanet e oa Suzanne Cupito e Los Angeles ha kregiñ a reas abred da c'hoari e filmoù skinwel ha sinema, pa oa bugel c'hoazh er bloavezhioù 1950 ha 1960. Ledc'hoari a reas evel skoliadez er film brudet The Birds (1963) gant Alfred Hitchcock. C'hoari a reas er film Yours, Mine and Ours (1968), Lucille Ball ha Henry Fonda o vezañ an aktourien bennañ.
E-barzh daou bennad eus Lassie e voe, "Lassie and the Swamp Girl" ha "Little Dog Lost" evel Mattie e-kreiz ar bloavezhioù 1960. Echuiñ a reas he red-micher evel ur bugel aktourez pa oa 15 vloaz hag en em ouestlañ a reas d'he studioù e lise Cleveland, e Kalifornia.
Red-micher evel plac'h deuet
kemmañPa voe 18 vloaz e cheñchas he anv da vMorgan Brittany ha c'hoari a reas e-kichen Gene Kelly en e arvest e Las Vegas, Gene Kelly's Wonderful World of Girls, evel dañsourez. Dilojañ a reas da New York ha treiñ a reas evit bruderezhioù. Dont a reas da vezañ awenerez ar merk gwezeladoù japanat Kanebo, ha mont a reas da Dokyo da vevañ etre 1974 ha 1976.
C'hoari a reas an aktourez Vivien Leigh e Gable and Lombard (1976), ur vuhezskrid eus Clark Gable ha Carole Lombard. Gwelet e voe ivez en un doare azasaet eus Gone with the Wind evit ar skinwel. An dra-se a sachas evezh produerien Dallas hag a oa o klask un aktourez evit c'hoari Katherine Wentworth, hanter-c'hoar itriker Pamela Ewing ha Cliff Barnes. Kregiñ a reas er c'houlzad 1981–82, ha kenderc'hel a reas betek ar bloaz 1987.
C'hoari a reas evit filmoù skinwel ha stiradoù skinwel dreist-holl er bloavezhioù 1980 ha 1990, evel Melrose Place, Married... with Children, Perry Mason, pe c'hoazh The Nanny. Er bloavezhioù 1990 e c'hoarias ivez e filmoù dizalc'h.
Buhez personel
kemmañBrittany he deus kenskrivet levrioù, evel What Women Really Want e 2014. Displegañ a ra ivez ingal he mennozioù mirour war lec'hiennoù internet hag e abadennoù skinwel war FOX News ha CNBC da skouer.
Dimeziñ a reas gant ar faragoeller Jack Gill e 1981. Daou vugel o deus, an aktourez Katie Gill hag ar soner ha faragoeller Cody Gill.
Notennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ Sanello, Frank (July 30, 1984). "What's in a Name?".