Musa Anter
Musa Anter (1920 -1992 Diyarbakır), anavezet ivez evel "Ape Musa" (e kurdeg Apê Musa, da lavarout eo "Eontr Musa"), a oa ur skivagner kurdek lazhet gant an arme turk e Gwengolo 1992.
Ganet e oa e 1920 e parrez Eskimagara, mervel a reas e dad pa oa bugel, kreskiñ a reas e ti e vamm. Mont a reas d'ar skol-lojañ graet evit sevenaat ar vugale re rust, e Mardin. Evit ar skol grenn ha lise e yeas da Adana, lec'h ma chomas betek 1941. Da vare e studiou prederouriezh e reas anaoudegezh gant e-leizh a studierien hag a oa broadelourien gurd anezho. Treiñ a reas d'ar studiou gwir ha dimeziñ gant merc'h un embreger meur Abdurahim Zaspu a-barzh kaout daou vab hag ur verc'h ganti.
Er skol-veur e krogas gant e obererezhiou politikel. E-kerzh ar bloavezhioù 50 e skignas un abadenn skingomz kurdek, adalek an estrenvro e Erevan ha Kaero. Ar pezh a levezonas anezhañ dreist-holl a oa reveulzi Irak e 1958 ha distro Mustafa Barzani diouzh an harlu en Unvaniezh Soviedel.
E karg ar c'hehentiñ evit ar c'hudennou kurdek gant meur a gazetenn evel Ileri Yurt e Diyarbakır. E 1959 e voe harzet gant 48 kurd all. En goursez kastiz mervel e voent holl, an 49. Neoazh dindan arvar emaozañ manifestadegou birvidik en estrenvro ne voent dalc'het nemet 6 mizvezh en toull-bac'h. Ar prosez-mañ a voe pouezus evit reiñ emouez ar gudenn Kurd d'ar bed. En toull-bac'h e skrivas Musa Anter e levr, Birîna Reş. Eus 1961/62 e embannas ar gazetenn kurd ha turk Dicle-Firat en Istanbul. Degouezh a reas er strollad labourer turk, lec'h ma voe oberiant mat. Da neuze e rankje kemer perzh e dilennadegou e 1965, hogen ne c'hellas ket, abalamour d'un diouer a arc'hant.
E 1971 e voe kraouiet adarre e toull-bac'h an arme e Diyarbakir. E 1976 e tistroas d'e barrez hag e chomas eno betek 1989.
Kenderc'hel a reas da vezañ oberiant evit kelaouennou kurdek evel Welat ("Mammvro"), Ülke ("Douar") hag Özgur Ülke ("Douar dieub"). En holl e tremenas 11 vloaz eus e vuhez en toull-bac'h e-doug ar marevezh 1938-1990. Lazhet e voe gant unan bet er PKK kentidik, bet troet kein d'e chupenn dezhañ gant servijou kuzh an archerien enep-sponterezh : ar JİTEM (Turkish Gendarmerie's Intelligence and Counter-terrorism Service).
Prouet eo bet gant lez-varn european gwirioù mab-den e 2006 e oa liammet muntr Anter ouzh ar stad turk.