Naso, Teribe pe Tjer-di a reer eus ur gumuniezh Indianed diazezet e gwalarn Panamá, ent resisoc’h e kornôg proviñs Bocas del Toro, en ur vro dezhi 1.300 km². Kavout a reer enni an darn vrasañ eus diazad ar stêr Teribe hag eus ar stêr San San. E-tro 3.500 a dud zo er meuriad. Mont a reont d'ober ar gumuniezh indian nemeti e Panamá n'eus ket bet termenet eviti tachenn resis ebet hervez lezenn. Bez' eo ivez an etniezh indian nemeti en Amerika gant ur roue en he fenn.

Bro an Deribed a zo 1 300 km² he gorread

En em staliet eo ar pobloù kentañ e-tro diazadoù ar stêrioù Teribe, Changuinola ha Sixaola; en em astenn a ra ar vro e kornôg proviñs Bocas del Toro betek penn pellañ biz Costa Rica.

C’hoarvezout a reas ar c’hengej gant Europiz ken abred ha pevare beaj Kristol Goulm p'en em gavas hemañ war aodoù Bocas del Toro e 1502, e bae an Amiral d'ar 6 a viz Here. Evit doare e veze graet Zorabaró eus al lec’h-se gant an Indianed. Carambarú a reas Kristol Goulm anezhañ diwezhatoc’h.

Pelloc’h, e 1564, e klevas ar c’honquistador spagnol Juan Vásquez de Coronado, anv eus ur vro anvet Texbi, a oa paot an aour enni met a oa difennet taer gant Indianed kadarn troet-groñs a-enep ar soñj bezañ kabestret gant ar Spagnoled. En em gavet e kêr Corcuru e biojoù Teribe en em gav gant meur a cacique a zeu a-benn da sujañ a-gevret gant o fobl. Goude kavout mengleuzioù aour e trowardroioù ar stêr Teribe e ra e soñj reiñ an anv a río de la Estrella (stêr ar steredenn) dezhi. Evel-se eo bet kont a-hed ar XVIvet kantved.

Chom a rae c’hoazh un nebeud pobladoù indian strewet e traoñienn guzh ar Valle de Duy e deroù ar XVIIvet kantved. En o zouez e oa an Deribed brudet da neuze evit bezañ brezelgar hag enebet-krenn ouzh ar vistri nevez. E 1604 avat, e teuas a-benn ar c’honquistador Diego de Sojó da vezañ mestr war an Indianed a rae o annez war ribloù ar stêr Sixaola ha bodañ ar c’humuniezhioù strewet all. Da neuze e tiviz an Deribed sevel a-enep d'ar Spagnoled hag int da lazhañ pevar anezho; mouget eo an emsavadeg didruez gant Sojó met e 1610 ez eus brezel c’hoazh. E 1618 eo taget ar visionerien frañsezat a oa oc’h avieliñ ar c’horn-bro ha devet ez eus un iliz.

Adarre e 1662, dre urzh Rodrigo Arias Maldonado y Velazco, e voe bodet an Indianed strewet dre draoñiennoù Talamanca ha Duy; 1.200 zo anezho en holl, Teribed evit an darn vrasañ. A-benn dibenn ar XVIIvet kantved e kendalc’he an emsavadegoù hag an emgannoù etre an Deribed, ar Spagnoled ha kumuniezhioù indian all. Lakaat a reas neuze ar visionerien en o soñj kas kumuniezhioù Indianed peoc’hus war-du ar su, eus tu ar meurvor habask. E 1695, e voe kaset ur strollad Indianed Terib war-dro Boruca, e gevred Costa Rica. Eno eo bet savet ganto bourc’h San Francisco de Térraba.

Kendalc’het ez eus bet gant an argasadegoù-se betek deroù an XVIIIvet kantved. E 1702 e klasker treuzkas dre heg an holl Deribed da San Francisco de Térraba. Kalz anezho a zivizas chom hep mont. Re an norzh a vo graet anezho diwar neuze. Evit doare e oa pal an treuzkas-se mirout ouzh an Indianed da vezañ peurlazhet ha kas anezho da Voruca.

Fall e oa an traoù evit an Deribed abaoe ma oa deuet ar Viskited eus Bluefields (Nicaragua) da Dalamanca, hag e-tro ar stêrioù Teribe ha Changuinola. E-keit ha ma padas an aloubadeg e voe brezel etre an Deribed hag ar Viskited ha rankout a reas an Deribed kaout repu uheloc’h er menezioù. A-benn fin an XVIIIvet kantved ne chome mui nemet pevar isstrollad anezho. En XIXvet kantved eo gant ar Bribri en em gann an Deribed. En 2004 hepken ez eus bet gallet lakaat termen d'an tabutoù.

E-kreiz an XIXvet kantved en em stumm ar republikoù kreizamerikan. Da-heul e sioula tagadennoù ar Viskited hag a-benn ar fin en em dennont eus diazad ar stêr Changuino hag eus hec'h adstêrioù. Kregiñ a ra stad armerzhel an Deribed da wellaat met a-frapadoù e kendalc’h ar brezelioù gant ar Vribried hag an Dalamankaed.

Diseblant e oa chomet Panamá ouzh an Deribed a-hed an XXvet kantved betek ma teuas Lázaro Santana war an tron. Gantañ e voe kroget un amzer a beoc’h ha berzh a voe gant an armerzh. D'e heul e teuas e vab, Siméon, a gasas ar skolioù hag ar c’hantinoù evit ar vugale war-raok. Gantañ e voe kinniget e 1973 ar soñj envel ur bastell-vro indian a-ratozh evit an Deribed. Siwazh, mervel a reas a-greiz-holl, taget gant ur c’hleñved ha ne zeuas ket a-benn da gas e vennozh da benn vat. Ne oa den evit kemer e lec’h en tiegezh ha divizet e voe neuze degemer reolennoù demokrateloc’h evit dilenn ur roue. Setu penaos eo bet anvet ar rouanez Rufina Santana.

Dre ma oa bet kavet abeg en doare ma oa gant ar rouanez Rufina d'ober war-dro ar gumuniezh e voe aozet dilennadegoù e 1988 neuze ha dibabet César Santana da roue. Hemañ a gendalc'has gant al labour prientiñ ha kinnig ul lezenn da ziazezañ statud indian ar bastell-vro.

E miz Mae 1997 e voe goulennet gant ar Vodadeg Veur digant prezidant Panamá, Ernesto Pérez Balladares krouiñ ar bastell-vroa Naso Tjer-di; en he lec’h e tivizas hemañ krouiñ kumun Teribe d'an 21 a viz Genver 1998. Enep e savas diouzhtu ar roue César hag eñ goulenn e vefe adstudiet al lezenn-se.

D'an 31 Mae 1998 e voe dibabet Tito Santana da roue gant ar C’huzul Meur. Dizemglev a sav neuze etre an dud da-geñver emzalc’h ar roue ouzh pennadurezhioù lec’hel ar gumun. E 2002 ez eus bet klasket lakaat degemer lezenn ar bastell-vro adarre met nac’het eo bet ur wech ouzhpenn.

D'an 30 Mae 2004 ez eus bet klasket lemel ar roue Tito eus e garg e-kerzh ur vodadeg met kavet ez eus bet abeg er fed ne oa ket ar vodadeg diouzh al lezenn. Kement-se zo c’hoarvezet pa'z eo bet anat e kemere perzh ar roue e savidigezh ur greizenn dourdredan e Bonyic war ar stêr Teribe. Rebech a ra e eneberien dezhañ bezañ chomet hep kemer ali ar boblad ha bezañ lakaet en arvar ekologiezh ar c’horn-bro a-bezh. Diouzh an tu all, e kav da aduidi ar roue e raio ar vro he mad diwar savidigezh ar greizenn dredan.

Politikerezh ha gouarnerezh

kemmañ

Renet eo ar bobl Naso pe Teribe gant ur roue abaoe an amzerioù goshañ. Hervez an hengoun e oa miret ar garg evit ar wazed hepken. Padout a rae betek marv ar roue. Da heul e varv e tegouezhe ar gurunenn gant ar breur koshañ goude ar roue. Ha pa varve hemañ ez ae ar galloud gant mab henañ ar roue kentañ a oa bet anvet priñs betek neuze. Ma yae an dierniezh da get da vat e veze bodet gwazed dimezet ar meuriad ha dilennet ur roue nevez a-zouez unan eus familhoù galloudek ar boblad.

Hiziv an deiz ez eo meret ar bobl gant ur meskaj etre ur rouantelezh vonreizhel hag hêrezhel. Dibabet e vez bremañ ar roue dre ur votadeg ha ken ar merc’hed ken ar baotred a c’hall mont war ar renk (evel evit ar rouanez Rufina) met ret eo dezho bezañ ezel eus tiegezh ar re Santana avat. Ar re Santana eo anv an dinastiezh a ren abaoe hanterenn gentañ an XXvet kantved. Torret e c’hall bezañ ar roue eus e garg gant Kuzul Meur ar Bobl ma vez bodet ur c’horom a 900 a dud ha ma vez rebechet dezhañ unan eus an torfedoù-mañ : denlazh, Treitouriezh ha felliezhioù all merket el lezennoù hengounel.

E Sieyik, kêr-benn ar c’horn-bro emañ palez ar roue. Enni emañ ivez ar C’huzulier Meur a skoazell ar roue hag a vez dilennet e-kerzh ur votadeg demokratel. N'emañ ket e karg ar roue ren na merañ ar justis. Bleiner ar gumuniezh eo hag ober a ra en hec’h anv e-pad al lidoù relijiel.

Roll ar rouaned diwezhañ

kemmañ

Poblañsouriezh

kemmañ

E-tro 2.343 annezad, dasparzhet en 11 kumuniezh zo er vro :

  • War ar stêr Teribe : Bonyic, Kuikin, Santa Rosa, Sieyik, Sieyikin, Solón ha Sori.
  • War ar stêr San San : Drury, La Tigra, Loma Bandera ha San San.
  • E takadoù all : Charagre ha Yorkin.

Soñjet e vez ez eus e-tro 1.000 a dud all er-maez eus an tiriad, dreist-holl e kêr Changuinola.

Sevenadur

kemmañ

Bevañ a ra an Nasoed diwar al labour-douar hag ar pesketa. Graet e vez gant ar yezh teribe hag an darn vrasañ eus an dud a oar spagnoleg ivez.

Lod anezho zo katolik. Peurliesañ avat e kredont e Sbö, Doue meur, krouer ar bed. Doujet meurbet eo ar stêr Teribe ganto. Ober a reont Mamm-gozh Veur anezhi. Diwarni en em vag ar gumuniezh dre vras.

Diazezet eo ar familhoù war an unwregiezh met cheñch a ra an niver a dud enno hervez al lec’h. En amzer-vremañ, n'eus ket a lidoù dibar evit an dimeziñ.

E tiez koad e vevont, warno toennoù gant delioù palmez eus ar seurt yambú; peurliesañ e reont o annez war an uhel evit bezañ er goudor pa gresk doureier feuls ar stêr Teribe.

Liammoù diavaez

kemmañ