Nicolae Ceaușescu (distaget [nikoˈlae t͡ʃe̯auˈʃesku] e roumaneg) (19181989) a voe e penn Roumania adalek kreiz ar bloavezhioù 1960 ha betek 1989. Komunour e oa ha klasket en doa mirout ouzh e vro da vezañ e dalc’h an Unvaniezh Soviedel, hogen gwallgas a reas anezhi. E 1989 e voe kondaonet gant ul lez-varn dispac’hel ha lakaet d’ar marv.

Nicolae Ceaușescu
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhKingdom of Romania, Socialist Republic of Romania Kemmañ
LealdedSocialist Republic of Romania Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denNicolae Ceaușescu Kemmañ
Anv-bihanNicolae Kemmañ
Anv-familhCeaușescu Kemmañ
Deiziad ganedigezh26 Gen 1918 Kemmañ
Lec'h ganedigezhScornicești Kemmañ
Deiziad ar marv25 Kzu 1989 Kemmañ
Lec'h ar marvTârgoviște Kemmañ
Doare mervelKastiz ar marv Kemmañ
Abeg ar marvgloaz dre arm-tan Kemmañ
Lec'h douaridigezhGhencea Cemetery Kemmañ
Breur pe c'hoarIon Ceaușescu Kemmañ
PriedElena Ceaușescu Kemmañ
BugelZoia Ceaușescu, Nicu Ceaușescu, Valentin Ceaușescu Kemmañ
Yezh vammroumaneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetroumaneg Kemmañ
Lec'h orinScornicești Kemmañ
Place of detentionDoftana prison Kemmañ
Kondaonet evitabuse of power, gouennlazh, embezzlement Kemmañ
Micherpolitiker, milour, kere, president of Romania Kemmañ
Tachenn labourPolitikerezh, lu Kemmañ
Kargpresident of Romania, President of the State Council, member of the Chamber of Deputies of Romania Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of Nice Sophia Antipolis, M.V. Frunze Military Academy, Bucharest University of Economic Studies Kemmañ
Emezelet ouzhUnion of Communist Youth Kemmañ
Strollad politikelRomanian Communist Party Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet1974 Romanian presidential election, 1980 Romanian presidential election, 1985 Romanian presidential election Kemmañ
Liv an daoulagadblue-green Kemmañ
Liv ar blevblev du Kemmañ
Perzhiad eRomanian Revolution (1989) Kemmañ
Grad milourelmajor jeneral Kemmañ
Skour luRomanian Land Forces Kemmañ
Levezonet gantKim Il-sung, Mao Zedong, Jozef Stalin Kemmañ
Darvoud-alc'hwezRomanian Revolution (1989), 1966 Romania bans contraception and abortion Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.ceausescu.org Kemmañ
Nicolae Ceaușescu e 1978

Ganet e voe Nicolae Ceaușescu d’ar 26 a viz Genver 1918 e Scornicești, ur gêriadenn eus kreisteiz Roumania. Er bloavezhioù 1930 e teuas da vezañ komunour ha toullbac’het e voe abalamour d’e obererezh politikel. E 1939 e timezas da Elena Petrescu. Adal 1940 e voe toullbac'het, asambles gant ar penn bras komunour Gheorghe Gheorghiu-Dej, ha dont a reas da vezañ unan eus e heulierien.

E 1944, ur pennadig a-raok ma voe aloubet Roumania gant an Arme Ruz, e tec’has Ceaușescu diouzh an toull-bac’h. E 19441945 e oa sekretour Kevredigezh ar Yaouankiz Komunour hag e 1945 ez eas e-barzh poellgor kreiz ar Strollad Komunour. Er gouarnamant komunour a voe savet goude 1947, e voe anvet da vinistr al labour-douar da gentañ (1948-1950) ha da vesministr an difenn goude (1950-1954). Dont a reas e vestr kozh Gheorghiu-Dej da vezañ pennsekretour ar Strollad komunour er bloavezh 1955, ha pignat a reas Ceaușescu en urzhaz ar strollad ivez, pa voe anvet er « politburo ». Goude marv Gheorghiu-Dej e 1965 e kemeras muioc’h a c’halloud e-barzh ar strollad ha daou vloaz diwezhatoc’h e oa dilennet e penn ar stad.

Hiviziken e oa Ceaușescu o ren war ar vro, evel prezidant ar c’huzul stad, da gentañ, hag evel prezidant Republik Roumania adalek 1974. Evel e ziagentad Gheorghiu-Dej e talc’he d’ober gant ur politikerezh komunour strizh, met dizalc’h diouzh an Unvaniezh Soviedel. E 1968 e lakaas Roumania da baouez da genlabourat gant Emglev Varsovia. Nac’h a reas kemer perzh en aloubadeg Tchekoslovakia gant armeoù an Emglev-se hag en ur brezegenn d’an 21 a viz Eost er bloavezh-se e savas a-enep zoken. E 1979 e tisklêrias ivez e oa a-enep aloubadeg Afghanistan gant URSS e 1979.

Met ar politikerezh estren-se ne dalveze ket e oa tuet Ceaușescu, en aferioù diabarzh ar vro, gant an demokratelezh. Kalet e voe e renad evit an disivouderien. Gant ur polis kuzh anvet Securitate e veze kontrollet buhez ar vro ha gwasket an disterañ enebiezh politikel. War un dro e oa aozet « azeuladur » Ceaușescu dre ar vro.

Skritell propaganda e Bukarest e 1986

Er bloavezhioù 1970 e voe boulc’het ur programm dreist-industrielaat dre ar vro, heñvel a-walc’h ouzh an hini a oa bet gant Stalin er bloavezhioù 1930, ha gouzañv kalz a reas pobl ar maezioù. Evit gallout paeañ an dle d’ar broioù estren, ha da vroioù ar C’hornôg dreist-holll abaoe ma oa yenaet an darempred etre Roumania hag URSS, e voe ezporzhiet a-vras gounidoù al labour-douar. Kregiñ a reas an dud da c’houzañv abalamour d’an diouer a voued. Keit ha m’o deveze naon ha ma teuent da vezañ paouroc’h-paour, ne vanke netra da renerien ar vro ha kreskiñ a rae azeuladur rener ar stad hag e wreg. Tailhet e veze ar boued d’an dud vunut, troc’het e veze an tredan hag ar gaz aliesoc’h-aliesañ. E-pad ar bloavezhioù 1980 e tiskennas live bevañ tud Roumania.

E-keit-se, evit kontrollañ gwelloc’h an dud hag ar vro, e voe roet lañs d’ur c’hampagn bras evit adstummañ an annez e Roumania. Evit se e voe distrujet miliadoù a gêriadennoù war ar maez ha savet melloù tiez en o lec’h, adtreset e voe neuz ar c’hêrioù bras, evel e Bukarest da skouer ma voe razhet ur bempvedenn eus ar savadurioù da adsevel ur gêr nevez. Hervez ar gouarnamant e oa graet an dra-se evit treuzfurmiñ ar vro ha dont da vezañ ar « gevredigezh komunour », stad diorroadur uhelañ ar gevredigezh hervez ar prezeg ofisiel. Muioc’h-mui a dud a save a-enep an distruj-se avat.

D’ar 17 a viz Kerzu 1989 e voe tennet gant ar polis war vanifesterien e Timișoara, war urzh Ceaușescu. Met e-lec’h spontañ an dud, ne reas an dra-se nemet lakaat muioc’h a dud da sevel a-enep ar gouarnamant. D’an 22 a viz Kerzu e voe aloubet savadur Poellgor Kreiz ar Strollad Komunour gant manifesterien e Bukarest, sevel a reas an arme a-du ganto ha tec’hout a reas Ceaușescu gant e wreg. Harzet e voent en ur gêr vihan, 50 km diouzh Bukarest, barnet diwar dizh ha kondaonet d’ar marv. Lazhet e voent d’ar 25 a viz Kerzu 1989.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.