Noël Vandernotte, bet ganet d'ar 25 a viz Kerzu 1923 en Angelu (Pireneoù-Atlantel, Bro-C'hall), a zo bet ur roeñver gall. Marvet eo d'an 19 a vie Even 2020 e Beaucaire (Gard).

Noël Vandernotte
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denÉtienne Noël Henri Vandernotte Kemmañ
Anv-bihanNoël Kemmañ
Anv-familhVandernotte Kemmañ
Deiziad ganedigezh25 Kzu 1923 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAngelu Kemmañ
Deiziad ar marv18 Mez 2020 Kemmañ
Lec'h ar marvSaint-Étienne-du-Grès Kemmañ
TadFernand Vandernotte Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Michercoxswain Kemmañ
SportRoeñverezh Kemmañ
Perzhiad erowing at the 1936 Summer Olympics – men's coxed four, rowing at the 1936 Summer Olympics – men's coxed pair Kemmañ
Prizioù resevetOfficer of the National Order of Merit, Marc'heg al Lejion a Enor Kemmañ

Da-geñver C'hoarioù olimpek hañv 1936, bet dalc'het e Berlin (Trede Reich d'an ampoent), e voe tapet div vedalenn arem gantañ, hag eñ sturier yaouank div vag disheñvel :

Ne oa nemet daouzek vloaz ha, dre-se, ez eo chomet betek-hen yaouankañ sportour bet biskoazh medalennet er C'hoarioù olimpek hañv a-vremañ, war-lerc'h Dimítrios Loúndras. Ken dister pouez ar c'hrennard (42 kg d'ar muiañ) ma voe ret dezhañ gwiskañ ur seurt gouriz pounneraet war-bouez eizh kg traezh...

Pa darzhas an Eil Brezel-bed un nebeud bloavezhioù diwezhatoc'h e kemeras perzh Noël Vandernotte ennañ evel harzher ha den enrollet a-youl vat.

E 2008 e voe roet dezhañ ar rez a ofiser en urzh broadel an dellezegezh[2] a-raok ma voe tapet kroaz marc'heg al Lejion a enor gantañ diwezhatoc'hik[3]. Mervel a reas e Beaucaire (Gard) e 2020.

Liamm diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Pleustriñ war ar roeñverezh a raent e Cercle de l'Aviron de Nantes.
  2. Dekred an 30 a viz Genver
  3. Dekred an 3 a viz Ebrel 2015