Oppidom Corent
Savet eo bet oppidom Corent gant pobl c'halian an Arverned. Graet e vez ivez "Oppidum du Puy de Corent" anezhañ e galleg. En em ledañ a ra war tachenn kumun Corent ha war hini kumun Veyre-Monton, en departamant Puy-de-Dôme, en Aovergn.
Adalek trede kard an Eil kantved kt JK e voe ac'hubet, e-pad maread diwezhañ La Tène pe Eil oadvezh an houarn, etre La Tène D1 ha maread August. Tamm-ha-tamm e voe dilezet goude Brezel Galia. Dindan beli an Impalaeriezh roman e voe adsavet ar santual a oa savadur koshañ an oppidom, ha lakaet en e gichen un teatr bihan, aleze kreiz ur gêr nevez hag a badas betek an IIIe kantved d'an nebeutañ.
War 50 hektar en em ledfe an oppidom. Abalamour d'ar c'havadennoù henoniel e soñjer e oa oppidom Corent kêr-benn an Arverned betek aloubadeg ar Romaned, pe dost. Gallout a rafe neuze bezañ Nemossos, ur gêr meneget gant Strabon en e Zouaroniezh.
Istor ar furchadegoù
kemmañKavadennoù dre zegouezh ha dastumadegoù kentañ
kemmañAdalek an XIXvet kantved e vez labouret an douar war lein menez Corent. A-drugarez d'an aradegoù kentañ e voe dizoloet artefaktoù henoniel bihan, ha goude-se e krogas ar furchadegoù henoniel ken abred ha kreiz an XIXvet kantved.
Da c'houde e voe boulc'het enklaskoù nevez er bloavezhioù 1930, gant daou brantad furchadegoù: unan e 1935 hag unan all etre 1937 ha 1939. E-pad an holl enklaskoù-se e oa bet dastumet kalz pezhioù henoniel, a voe implijet evit sevel ur c'hinnig kronologiezh kentañ. Diskouezet o doa ivez pegen ledan e oa tachenn ar gêr.
Furchadegoù Guichard ha Collis
kemmañEnklaskoù nevez a grogas dre ur rummad arglaskerezh e 1988, heuliet gant sondadegoù e 1991 dindan renerezh Vincent Guichard (rener Kreizenn Henoniezh European Bibracte) ha John Collis (kelenner emerit eus skol-veur Sheffield). Ar sontadegoù-se a dalvezas da vuzuliañ pegen stank e oa an aspadennoù e lec'h-mañ-lec'h, ha dre-se da dermeniñ takadoù strishoc'h, ar re binvidikañ, e-kreiz an oppidom dreist-holl.
War an dachenn-se e voe aozet furchadennoù astennidikoc'h e 1992-1993, dindan renerezh an hevelep henoniourien, ha dizoloet ganto ar santual galian-ha-roman. Ne oa ket sklaer c'hoazh pegen bras e oa, met war a hañvale e veze goloet an dachenn labour-douar a-bezh gant framm ar savadur, da lavaret eo e c'halle bezañ 60 metr hed.
Furhadegoù Mathieu Poux
kemmañFurchadegoù all a voe dalc'het e 2001 war ar santual, dindan renerezh Mathieu Poux, kelenner e skol-veur Lumière Lyon 2. Bep bloaz e voent kendalc'het betek 2008. A-drugarez dezho eo bet savet ar braz eus hon anaoudegezh eus oppidom Corent.
Etre 2001 ha 2005 ez eus bet graet enklaskoù tro-dro d'ar santual. Lakaet eo bet e vent war-wel, resisaet ha ledanet e gronologiezh kenkoulz hag e bazennoù tiraozañ. Diazez ar santual a voe adwelet e oad, savet ma oa bet en IIvet kantved moarvat, just a-raok aloubadeg an tiriad deuet da vezañ Narbonnaise ur wech lakaet dindan beli Roma.
E 2004 e voe kroget da furchal e-kichen ar santual, war un dachenn stok ouzh e voger norzh, ha kendalc'het a reas an henoniourien gant al lec'h-se betek 2007. Kadarnaet e voe an enklask gant un ouzhpennadenn e 2008. Dizoloadenn ur c'harter artizaned ha brientinien a voe disoc'h ar rummad furchadegoù-se. Klotañ a rae o amzeriatadurioù gant disoc'hoù an enklaskoù war ar santual, war-bouez ur poent: dilezet e voe karter an artizaned a-raok trede maread August war a seblant.
Daoust d'an disoc'hoù-se e chomas an enklaskoù a-sav e 2009.
Un troc'h er programm furchadegoù
kemmañPa oa chomet a-sav ar programm furchadegoù e reas Kuzul departamant Puy-de-Dôme (perc'henn al lec'hiad abaoe 2007) labourioù talvoudekaat evit degemer gwelloc'h ar weladennerien. Gant Magali Garcia, doktoradez er skol-veur Lumière Lyon 2, e veze evezhiet al labourioù. Dre zegouezh e voe dizoloet aspadennoù un arouez-trec'h brezel a live gant peribol ar santual: pevar skoed pep a umbo ganto, ur roched houarn, ur c'hleze, hag un asagn brezel stumm ur hoc'h-gouez dezhañ, graet gant tol arem. Nepell diouzh ar gavadenn-se e voe dizoloet teir gwalenn aour. Pep tra a oa e-kichen penn norzh ar savadur.
E 2010 e krogas ar furchadegoù adarre, kreizennet war un takad e reter ar santual, en ul lec'h a hañvale bezañ ur blasenn vras. E-pad tri bloaz e kendalc'has an henoniourien gant an hevelep programm, tro-dro d'ar blasenn.
Abaoe 2013 eo aet al labourioù furchal war-ru ar c'hornog, en tu all d'ar santual. Tiez eus ar maread galian-roman a zo bet kavet, ar pezh a ziskouez ne oa ket bet dilezet ar gêr penn-da-benn goude aloubadeg ar Romaned.
Frammoù dizoloet
kemmañAmañ ne vo gwelet nemet frammoù an oppidom er ster strizh, da lavaret eo re eil oadvezh an houarn.
Ar santual
kemmañFramm koshañ maread La Tène eo ar santual war oppidom Corent. War a seblant eo bet savet an oppidom tro-dro d'ar santual just-a-walc'h. Bez eo ivez ar savadur anavezet nemetañ a chomas goude d'ar gêr bezañ dilezet e mare aloubadeg ar Romaned, pa voe treuzkaset er galloud politikel da Gergovie, ha diwezhatoc'h da Augustonemetum (a zeuas da vezañ Clermont-Ferrand). E-pad ouzhpenn pevar c'hantved eo chomet ar santual a-sav, savet ma oa bet en IIvet kantved a-raok J-K ha dilezet da vat en IIIde pe er IVe kantved goude J-K.
Ur c'hloz pervarc'hornek eo, etre 42 m ha 45 m hirder dezhañ, gant ur porched mentek er reter. Er maread galian e veze kinklet gant klopennoù loened aberzhet ha gant arouezioù-trec'h brezel savet gant armoù peurgetket, evel an hini adkavet e-kerzh labourioù talvoudekaat al lec'hiad. War goll ez ae ar c'hustum-se neoazh er bed galian da mare krouidigezh al lec'hiad, ha neuze e kreder e talveze santual Corent evit aberzhoù kengouviadelezh peurvuiañ.
Savet e oa bet ur peulgae da grouiñ ar c'hloz da zigentañ, e kart diwezhañ an IIvet kantved a-raok J-K d'an diwezhatañ. Termenet mat e oa an douar sakr neuze. Fozioù a oa endeo a-raok ar peulgae ha marteze e oant bevenn goshañ ar santual. Un nebeud elfennoù adkavet er fozioù a ro da soñjal o dije gellet bezañ toullet en IIIde kantved a-raok J-K, pell mat a-raok ar peulgae, met n'eo ket niverus a-walc'h an elfennoù-se evit d'an henoniourien ober o soñj hep mar ebet. Cheñchamantoù a voe degaset tro-dro -80: skarzhet ar peulgae ha staliet en e blas ur c'haliri ventek goloet, graet gant peulioù engroaz liammet etrezo gant teilhas. Un doare muzuliañ gresian a voe implijet evit renkañ ar c'holonennoù en diabarzh hag aozañ ur mont e-barzh 6 m ledander. Brasaet al lec'h sakr un tammig bihan kement hag ober, hirder ur c'hostez o tizhout 50 m. Daou savadur relijiel bihan a oa ivez abaoe ar penn-kentañ, etre 8 ha 10 m hirder dezho, hag a veze implijet evit aberzhiñ loened (e savadurig an norzh) hag añforennoù, o "tibennañ" anezho (e savadurig ar Su). Nepell diouto e oa ivez poulloù da skuilhañ gwin d'an doueed. Soñjal a reer e talveze ar gwin, skuilhet en douar ha lonket gantañ, da reiñ plijadur da doueed an douar, pa dalveze ar c'hig devet da reiñ boued da doueed an oabl abalamour ma pigne ar moged en aer. Evel-just ne veze roet nemet al lastez, an tammoù gwellañ a veze miret da vezañ debret pa veze frikoioù. E-kichen an trepas eo bet kavet un ataler moneiz a-drugarez d'ar pezhioù c'hwitet ha d'ar gennoù. Chañsoù zo evit ma vefe bet krouet aze ar pezhioù arem graet "pezhioù al lern" anezho.
Goude Brezel Galia e voe kemmet c'hoazh savadur ar santual, leuniet ar fozioù, ha lakaet e plas ar c'haliri goad unan mañsonet savet gant maen-raz. Ar steuñv avat ne fiñvas ket, met pep tra a voe adsavet gant maen en diabarzh.E 2004 e kavas ar furcherien ur brastres a ziskoueze ar santual en e sav. E dibenn an IIvet kantved goude J-K e voe grat ar c'hemm tisaverezhel diwezhañ. Diskaret e voe ar peribol mañsonet, ha tamm ha tamm e voe savet ur porched mentek. Bodet e voe an daou savadur kehelel en ur fanum nemetken, klasel e steuñv, gant ur cella hag ur c'haliri a-gostez, e-tal ar mont-e-barzh.
Ar blasenn foran
kemmañE 2010 e oa bet kadarnaet ledander ar blasenn vras foran. Stumm un trapez a oa dezhi. War a hañval ne oa savadur ebet warni. 4000m2 a vefe he gorread. Ur porched a oa en he fenn reter, evel ur eilenn eus porched ar santual. Moarvat e oa bet kempennet ar blasenn el lec'h-se abalamour ma oa uheloc'h ar substrad roc'h aze. Labourioù a oa bet graet evit e ingalañ.
Plasenn vras Corent a oa heñvel he zalvoudegezh ouzh hini un agora gresian pe ur forum roman. Estreget an obererezhioù kenwerzh hag artisanel liammet ouzh ar savadurioù tro-war-dro, e veze bodet engroezioù, stank an dud enno, pa veze dalc'het darvoudoù relijiel pe politikel a-bouez.
Savadurioù annezañ hag artizanerezh
kemmañDiavaez ar santual a zo krog ivez da vezañ tachenn-labour an henoniourien e 2004, gant ur sontadeg, hag e 2005, gant gwir furchadegoù. Kavet e vez savadurioù, graet tiez brientinien anezho.
"Annez A" a voe graet eus an hini kentañ. Emañ e Norzh ar santual, en tu all eus un hent a dremene a-hed ar peribol. Bez eo annez A ar framm disakr kentañ adkavet. Ken kozh hag an oppidom eo, met kemmet e oa bet tro-dro 80 a-raok J-K ha dilezet goude Brezel Galia, e penn-kentañ ren August, pa voe lakaet da gêrbenn al lec'h a zeuas da vezañ Clermont-Ferrand. A-drugarez d'ar pezhioù henoniel adkavet ennañ e c'haller ober un annez brientinien anezhañ. Ar pezhioù nevesañ a ziskouez pegen pell e oa aet levezon ar sevenadur roman: da skouer e c'hall brochennoù aour kavet e 2005 bezañ re un ofiser eus an arme roman. Sielloù eus dibenn maread Republik Roma a zo bet kavet ivez en hevelep annez.
Un eil annez, ken kozh hag an annez A, hag anvet "annez B", a zo dezhañ stumm ur savadur bras ouzhpenn 240m2 e hirder, gant ul lochig, ur porzh hag ur c'hloz. Gant an henoniourien ez eus bet adkavet roudoù anat buhez un tiegezh, artisanerezh, labour sevel traoù bihan evel diñsoù ha perlez, ha dreist-holl lastez ul labour kigerezh. Tro-dro -80 avat e oe distrujet ar savadur ha savet en e blas daou framm skañvoc'h.
Pelloc'h er reter, e norzh ar blasenn vras, ez eus un hollad savadurioù ("Kemplezh C") strollet tro-dro d'ur porzh kreiz 120 m2. Roudoù ur vuhez liesseurt a zo bet kavet eno, kenwerzh, artisanerezh (kavet ez eus bet moneiz, jetoueroù kontouriezh, tammoù balañsoù), ha meur a ataler artisan pe stal marc'hadour, pep ur porched dezhañ, dasparzhet e pevar c'hoc'hu 20m hed dezho en-dro d'ur blasenn-marc'had. Anavezet eo bet govell ul labourer arem a brodue bravigoù gant ur forn hag un annevig war ur pilgos koad, hag ivez ataler ur c'halvez hag hini ur boser. Nepell ez eus ur savadur a-us d'ur c'hav, a oa, o welet an elfennoù a leunie anezhañ, un davarn pe stal ur marc'hadour gwin (tammoù añforennoù gwin, picheroù, gobedoù, skudilli). An niver a jetoueroù kontouriezh a-stlabez en holl frammoù-se a lak war-wel o implij evit ar c'henwerzh. Evel frammoù all an oppidom e voe adsavet penn-da-benn savadurioù ar "c'hemplezh C" e kart kentañ ar c'hentañ kantved a-raok J-K. O steuñv a ro da soñjal en ur macellum, ur marc'had roman gant e blasenn hag e stalioù, an tabernae.
A-drugarez d'ar furchadegoù nevez e 2010 e voe dizoloet tiez all, evel ar "savadur K" a ziskouez bezañ koulz un ti brientinien hag ul lec'h-labour artisanel. Adkavet ez eus bet ar wech-se ostilhoù da labourat al lêr, marteze re ur c'here-maneger ispisialiset en ober gavrgen.
An teatr
kemmañE miz gwengolo 2011 e voe kavet un teatr galian-roman, stumm un houarn-marc'h dezhañ. Ar pezh a zo dibar gantañ eo ar savadur all adkavet dindanañ, heñvel a stumm met graet gant koad, ha savet pa oa dizalc'h ar vro c'hoazh. Ne ouezer ket da betra e servije da vat. Evit ar poent e ijiner e roe bod da emvodoù politikel an Arverned, hag e c'halle betek 200 den kemer perzh.
Kronologiezh
kemmañEstreget frammoù oppidom dibenn oadvezh an houarn a zo: kavet ez eus bet ivez roudoù annezidi evit oadoù koshoc'h, met n'eus tamm kendalc'h ebet etre al liveoù ragistorel, liveoù oadvezh an arem ha liveoù oadvezh an houarn. Savet eo bet ar santual war un dachenn dieub eta. Moarvat e voe krouet gant ar roue arvern Luernos, pe gant e vab Bituitos a-raok dezhañ bezañ trec'het ha divroet dre ret da Roma. Pezhioù moneiz gant lern a zo bet adkavet er santual, ha "Luernos" a dalve "Louarn" e galianeg.
Da c'houde e voe savet karterioù artisanerezh ha tiez, d'an hevelep mare tamm-pe-damm (La Tène D1). Pep tra war lec'hiad Corent a ro deomp da soñjal e voe urzhiet krouidigezh ar gêr hervez ur steuñv prientet en a-raok. Koad ha douar az ae d'ober ar savadurioù, war frammoù koad ha peulioù douger. Aozet e oa ar parselloù war ahelioù Norzh-Su ha Reter-Kornog.
Adsavet e voe ul lodenn eus an oppidom hervez ur steuñv disheñvel un tamm tro-dro 100 a-raok J-K, ar c'hemplezh C peurgetket. Troet e voe ahelioù ar parseloù war-zu ar c'hornorg. Da c'houde ne voe na bihanoc'h na brasoc'h ment ar gêr. Graet e vez "stad klasel Corent" eus ar stad nevez-se gant an henoniour Mathieu Poux, e-kar ar furchadegoù. Marteze eo abalamour da brezel ar Gimbres (109-105 a-raok J-K) e voe kemmet steuñv ar gêr.
Adsavet e voe c'hoazh etre 80 ha 7° a-raok J-K, d'ur mare ma oa krog an Arverned da implijout doareoù sevel sevenadurioù ar mor Kreiz-Douar. "Meinet" a vez graet eus ar stad-se, rak mein a veze impljet er savadurioù. Er gêr "meinet" se e tapas Celtillos ar galloud hag e voe lazhet, hag aze ivez e kreskas Verkingetorix, war a greder d'an nebeutañ.
E marevezh Brezel Galia e chomas stabil a-walc'h steuñv an oppidom, war-bouez ar santual, a voe adnevesaet penn-da-benn. Met war ziskar ez eas buan, rak Gergovie az ea war gresk ha marteze ivez abalamour d'ur gêr nevez, Augustonemetum/Clermont-Ferrand.
Dindan beli ar Romaned e chome un tolpad en-dro d'ar santual. Etre 2013 ha 2014 e voe adkavet ar savadurioù-se, ma À l'époque romaine, le site est encore occupé par une agglomération romaine centrée autour du sanctuaire et du théâtrnsonet, gant kavioù, ha gant un ataler poder. Kemmet e voe steuñv ar santual ur wech ouzhpenn, e 200, hag e voe implijet betek ar IVe kantved.
An oppidom ha keoded an Arverned
kemmañKêr-benn an Arverned?
kemmañOppidom Corent an hini eo a vefe anezhañ aspadennoù kêr-benn an Arverned pa oa c'hoazh dizalc'h ar bobl-se. Hervez Strabon e oa lec'hiet ar gêr-benn war ribl ur stêr, graet gantañ al Liger anezhañ, met a oa an Allier e gwirionez sur-a-walc'h. Nemossos eo anv ar gêr-benn roet gant Strabon. Talvezout a rafe kement a "troet war-zu an neñv" e galianeg. Met oppidomoù all a c'hall bezañ bet kêr-benn an Arverned ivez, rak moarvat n'eo ket bet stabil tre o aozadur tiriadel. Menegomp amañ Aulnat-Gandaillat, pe "ar maen-harz bras". En em ledañ a rae war 150 hektar, etre an trede hag an eil kantved a-raok J-K.
Pa voe savet ar santual e voe treuskaset ar galloud politikel da Gorent, war an oppidom nevez. Ne ouier ket hag eñ e voe staliet ar galloud diouzthu pa voe savet ar santual nevez pe un tammig diwezhatoc'h, da lavaret eo pa voe dilezet oppidom Aulnat. Ar pezh a chome eus oppidom Aulnat az eas da get gant aloubidigezh ar Gimbres. Ur pennad-skrid gant Poseidonios, diwar-benn ar roue Luern, a c'hallfe tennañ sa vare krouidigezh kêr Corent:
"Evitañ da vezañ karet gant ar werin e veaje Luern war ur c'harr a-reuz ar vro, ha kas a rae aour hag arc'hant d'ar Geletd diniver az ae war e lerc'h. Lakaat a rae da glozañ ur gorread 12 stad karrez da vezañ staliet warnañ bresadoù boeson ker-ruz, ha kement a voued ma c'halle kement hini a felle dezhañ mont e-barzh ha tañvañ ar predoù, e-pad meur a zevezh, disehan."
Nepell a-raok Brezel Galia e hañval ar galloud politikel bezañ tremenet da Gergovie, marteze diwar volontez ar brientin Epasnactos. Aze e vefe abeg diskar oppidom Corent. e -30, pa voe adaozet Galia gant Marcus Vipsanius Agrippa, en em gavas ar galloud en Augustonemetum, Clermont-Ferrand hiziv-an-deiz, dilezet Gergovie ha kouezhet Corent diwar e statud kent.
Corent, Gondole ha Gergovie
kemmañOppidomoù Corent, Gergovie ha Gondole a zo tost tre an eil re ouzh ar re all. N'eus nemet 7 kilometr pellder etrezo. A-fed amzer int tost ivez, o vezañ ma oant bet o c'henvevañ e-pad meur a zekvloaziad. Padal n'eus bet meneget hini ebet eus an div gêr all pennad Caesar diwar-benn emgann Gergovie. Ha peseurt darempred a oa etre an teir c'hêr-se a-benn-ar-fin?
Mathieu Poux en deus kinniget ur mennozh nevez: un oppidum nemetken a vefe, met digor ha graet gant lodennoù distag, ennañ Gergovie kenkoulz ha Corent ha Gondole. Corent an hini eo a vefe ar greizenn bolitikel, Gondole ar greizenn genwerzh hag artisanerezh, ha Gergovie ul lec'h-kreñv gouestlet da zifenn an hollad. Ur "meta-oppidom" a zo bet graet eus an teir c'hêr asambles. Ar meta-oppidom-se a vefe neuze "Gergovie" Caesar, hag en defe staliet e arme en e greiz, dirak al lec'h nemetañ a chome difennet, da lavaret eo al lec'h-kreñv anvet Gergovie hiziv-an-deiz. Corent-Nemossos a vefe neuze kreizenn bolitikel ar meta-oppidom Gergovie.
Ur soñj all, simploc'h, a vez difennet gant ar c'hazetenner Jean Baruch. Hervezañ e vefe ret klask roudoù emgann Gergovie e Corent, hag e vefe Corent ha Gergovie an hevelep lec'h. Yaouankoc'h e vefe lec'hiad Gergovie, lakaet da kêr-benn an Arverned etre diskar Corent ha krouidigezh Augustonemetum. Dizemglevioù a zo c'hoazh war ar poent-se ha dre vras n'eo ket degemeret savpoent Jean Baruch gant ar skiantourien.
Forz penaos e c'haller lavaret e oa luziet an darempredoù etre teir c'hêr keoded an Arverned e maread La Tène. Dre ma'z eus bet kaset furchadegoù war takadoù-karg disheñvel (mogerioù-difenn, karter artisanerezh ha kreizenn ventek) e chomo amsklaer an darempredoù-se e-pad ur pennadig c'hoazh. War a seblant e oant liammet dre ur rouedad hentoù mentek, hag e chom lodennoù anezho e rouedad hentoù an deiz a-vremañ.
Corent hag al lec'hiadoù all tost outañ
kemmañLec'hiadoù arkeologel c'hoazh a zo tost ouzh Corent, hag e c'heller klask liammoù etrezo. Menegomp amañ beredeg c'halian-roman Le Martres-de-Veyre, graet furchadegoù enni e penn-kentañ an XXvet kantved, brudet evit bezañ miret mat-tre an aspadennoù organiek, dreist-holl ar c'hoad hag al lêr. Marteze e teu pezhioù lêr zo eus oppidom Corent.
Menegomp ivez porzh ar Bay, kempred d'an oppidom.
Nepell diouzh Corent e oa ul lec'h a-bouez evit ar mirout greun en oadvezh an houarn, dizoloet e 2015: ur mil bennak a siloioù, pep hini gouest da zegemer etre 0,5 hag 1,5 tonenn edaj. Staliet int war un takad douar-pri, e-kichen ur stank kozh. Teir gwech brasoc'h eo al lec'hiad-se eget ar re kavet en Alamagn, e Berry pe e Katalonia kempred dezhañ.
Talvoudekaat al lec'hiad hiziv an deiz
kemmañGant kuzul departamant Puy-de-Dôme eo bet prenet tachenn ar santual ha kaset en deus labourioù evit gallout degemer gweladennerien ha diskouez dezho penaos e oa al lec'h.
Diskouezet eo bet ar pezhioù henoniel kavet e Corent, e Lezoux, e mirdi departamant ar pri-poazh, etre ar 24 hag an 30 a viz Gwengolo 2011, da-geñver un diskouezadeg diwar-benn oppidom Corent.
Pezhioù all zo bet diskouezet e Pariz, e Keoded ar Skiantoù hag ar Greanterezh (e Park ar Villette) en diskouezadeg "Gaulois, une exposition renversante", eus an 19 a viz Here d'an 2 a viz Gwengolo 2012.
Filmoù ha filmoùigoù diwar-benn lec'hiad Corent a zo bet produet gant Court-Jus Production.