Oprah Winfrey
Oprah Gail Winfrey, brudetoc'h evel Oprah, bet ganet d'an 29 a viz Genver 1954 e Kosciusko (Mississippi), zo ur vuhezourez ha produerez abadennoù skinwel ha sinema stadunanat. Bez' ez eo ivez aktourez, skridvarnourez hag embannerez kazetennoù.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Oprah Gail Winfrey |
Anv ganedigezh | Orpah Gail Winfrey |
Anv-bihan | Orpah, Oprah, Gail |
Anv-familh | Winfrey |
Deiziad ganedigezh | 29 Gen 1954 |
Lec'h ganedigezh | Kosciusko |
Mamm | Vernita Lee Winfrey |
Kompagnun(ez) | John Tesh, Roger Ebert, Stedman Graham |
Bugel | Canaan Winfrey |
Kar | Patricia Lee Logton, Jeffrey Lee |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Tachenn labour | self-help |
Implijer | WVOL, WTVF, WJZ-TV, WLS-TV, Harpo Productions |
Bet war ar studi e | Tennessee State University, Lincoln High School, Nicolet High School, East Nashville Magnet High School, University of Tennessee |
Lec'h annez | Montecito |
Deroù ar prantad labour | 1967 |
Strollad politikel | Strollad Demokratel |
Strollad etnek | Afroamerikaned |
Liv an daoulagad | gell |
Liv ar blev | blev du |
Handedness | Kleizard |
Perzhiad e | commencement at the Harvard University, commencement at the Stanford University, Ice Bucket Challenge |
Ezel eus | American Academy of Arts and Sciences |
Perc'henn war | Harpo Productions, Q128486655 |
Levezonet gant | Maya Angelou, Marianne Williamson |
Darvoud-alc'hwez | interview |
Bet kinniget evit | Academy Award for Best Supporting Actress, Academy Award for Best Picture, NAACP Image Award for Outstanding Actress in a Motion Picture |
Lec'hienn ofisiel | http://www.oprah.com |
Supported sports team | Swansea City A.F.C. |
Rummad tost | Category:Films produced by Oprah Winfrey |
Personal pronoun | L484 |
Brudet eo dre ar gaozeadeg (talk-show) The Oprah Winfrey Show a zo bet enoret gant meur a briz. Ar gaozeadeg-se eo an abadenn arvestet ar muiañ en istor ar skinwel betek al lodenn ziwezhañ bet skignet d'ar 25 a viz Mae 2011.
Oprah evel aktourez a oa bet lakaet he anv war ar renk evit bezañ enoret gant un oskar. Lakaet e vez war-raok evel an den afroamerikan pinvidikañ en XXvet kantved. Bez' ez eo bet ivez lakaet war-raok evel an den afroamerikan o sikour ar muiañ an obererezhioù a vad, hag ivez ar viliarderez du pinvidikañ dre ar bed. Hervez ar gazetenn Forbes ez eo O. Winfrey an eil den pinvidikañ e greanterezh an dudi.
Yaouankiz
kemmañWinfrey a oa anvet Orpah er penn kentañ. Tennet e oa bet an anv-se diwar anv un dudenn eus ar Bibl, e Levr Ruth. Hervez un atersadenn gant Oprah Winfrey en Academy of Achievement, ec'h embannn e oa re ziaes evit he familh hag he c'hamaladed distagañ mat an anv « Orpah », setu perak e oa bet eskemmet ar « P » gant an « R ». E gwirionez e seblant gwirheñveloc'h ez eus bet ur fazi a-berzh ar glañvdiourez a oa bet o skrivañ an anv war an akta ganedigezh.
E Kosciusko e Mississippi e voe ganet Oprah Winfrey gant tud dizimez. Hervezi, he zud n'o devoa bet un darempred reizhel nemet pa oant krennarded, setu perak e oant dispartiet buan. Ar vamm, Vernita Lee, a oa matezh. Oprah en ur vont war goshaat a soñje dezhi e oa Vernon Winfrey he zad, a oa mengleuzier, goude-se perukenner, a-raok dont da vezañ ezel ur c'huzul-kêr. Pa oa-hi ganet e oa el lu.
-
Oprah Winfrey gant Barack Obama e 2007
-
Oprah Winfrey e 2011