Orañjouriezh
An orañjouriezh zo ur gredenn hag ur gostezenn bolitikel e meur a vro.
- E Republik ar Proviñsoù-Unanet e oa ul luskad-skoazell d'an Tiegezh Oranje-Nassau hag a roas harp d'ar briñsed anezhañ da vezañ stathouder e darn eus proviñsoù ar Republik.
- E Belgia e oa ul luskad-skoazell d'an Tiegezh Oranje-Nassau hag a roas harp d'ar briñsed anezhañ.
- E Luksembourg e oa ul luskad-skoazell d'an Tiegezh Oranje-Nassau hag a roas harp d'ar briñsed anezhañ ha d'an dug-meur.
- En Iwerzhon, e Norzhiwerzhon dreist-holl, ec'h eo ul luskad politikel hag a ro harp da Urzh Orange.
Evit an harperien e kaver :
- an anvioù orañjad, ha gwilhermorañjad zoken, e Geriadur Vallée ;
- an anv orañjour e Geriadur Al Liamm e 2014.