Orestes (mab Agamemnon)

(Adkaset eus Orestes mab Agamemnon)

Orestes (Ὀρέστης / Oréstês e gregach) a oa mab Agamemnon ha Klytaimnestra hervez gwengelouriezh Hellaz. Breur e oa eta da Ifigeneia hag Elektra, hag ivez, hervez Sofokles hag Euripides, da C'hrysothemis.

Morc'hed Orestes, gant William-Adolphe Bouguereau.

Anv anezhañ zo e meur a vojenn ha meur a bezh-c'hoari gregach, ha stag eo e anv ouzh follentez ha glanidigezh. Abalamour ma talv e anv kement ha "den ar menez" eo stag ivez ouzh skeudenn an den gouest da vezañ trec'h war an diaezamantoù .

Mojenn

kemmañ

Mab-bihan da Atreüs e oa, diskennad da d-Tantalos ha Niobe, dindan ur wallblanedenn eta, ha mallozh an doueed zo war an tiegezh-se. A-raok brezel Troia, hag eñ bugelig c'hoazh, e oa prometet da zimeziñ d'e geniterv Hermione, merc'h d'ar roue Menelaos, ha da Elena. N'edo ket er gêr pa zistroas e dad Agamemnon eus ar brezel, ha pa voe lazhet gant e vamm Klytaimnestra hag he serc'heg Aigisthos.

Sevel a reas aon d'e c'hoar Elektra e vije lazhet he breur yaouank ivez. Panevet e vagerez Arsinoe, hervez Pindaros, e vije bet graet e stal dezhañ ivez, rak fellout a rae d'e vamm lazhañ ar mab war-lerc'h an tad. Neuze e voe fiziet ar bugel en o eontr Strofios, a oa o chom e Fokis. Chom a reas Elektra e ti he mamm muntrerez, atav o klemm, hag atav o soñjal e distro Orestes un deiz, da ober o stal da vuntrerien o zad.

Mignoned e teuas Orestes hag e genderv Pylades da vezañ.


Kerzh da lazhañ an daou o deus lazhet, adpren ar marv dre ar marv, skuilh ar gwad p'eo bet skuilhet ar gwad. Sede a voe orakl Apollon neuze.

Hag Orestes, gant Pylades, e genderv hag e vignon, ha distreiñ da Argos, di e dud, e-lec'h ma adkavas Elektra a degemeras anezhañ gant levenez. Mennet ar paotr da seveniñ an dial ha lazhañ e vamm hag he serc'heg.

Sevel a reont un irienn evit lazhañ an daou vuntrer. Orestes ha Pylades a yeas d'ar palez hag e kasas ar c'heloù ma oa marvet Orestes.

Met Klytaimnestra a ouezas e oa e vab deuet evit he lazhañ. Klask a reas kendrec'hiñ Orestes ne c'helle ket lazhañ e vamm p'en doa dija lazhet Aigisthos. P'en doa lazhet e vamm, ec'h embannas Orestes a-daol-trumm e oa taget gant maouezed du, dezho blev graet gant sarpantoù, an Erinied, maouezed an dial e oant, hag e tec'has kuit d'ur vro pell alese.
Diwar ali Apollon ez eas da Zelfi evit bezañ dilammet eus pec'hed ar mammlazh gant an doueez Athena. Ma lavare Apollon e oa eñ atebeg al lazhadeg e kendalc'has an Erinnied sevel o c'hlemmoù. Nac'hañ a reas Orestes ne oa ket atebeg, met pa lavaras e oa bet didamallet eus ar muntr, ec'h embannas Athena e oa an hini kentañ eus e familh o anavezout e oberoù fall ken e talc'has da gendrec'hiñ an Erinnied hag ar re-se a yeas da vezañ an Eumenided, da lavaret eo an Hegaraded. Orestes a chomas en harlu, met mallozh tiernelezh an Atreidi a yeas da get.

Eizh vloaz war-lerc'h, hag eñ en e 20 vloaz, ez eas Orestes da c'houlenn ali orakl Delfi, beleg Apollon, a oa mouezh an doue e-unan. War e ali groñs e tistroas da vro e dad, gant e genderv Pylades, mab Strofios, da zialiñ ar muntr, da lazhañ ar vamm dreitourez hag he serc'heg. Hervez Aesc'hylos en em gavas ar breur hag ar c'hoar war bez o zad Agamemnon e-lec'h ma oant deuet o-daou da ober al lidoù d'ar re varv. Eno eo e voe aozet o zaol ganto.

Damheñvel eo an istor kontet e pezhioù Sofokles hag Euripides, anvet Elektra. E-barzh an Odysseia e vez kinniget skouer vat Orestes da d-Telemac'hos, a laosk e vamm da vezañ hegazet gant danvez-priedoù.

Goude an torfed e sav morc'hed en Orestes ha Merc'hed ar Gounnar war e lerc'h noz-deiz, rak int-i eo a zo karget da gastizañ ar re a dorr lezenn an doujañs dleet da dad ha mamm. Repu a ya da glask da dempl Delfi, met Apollon e-unan, goude m'en doa iset anezhañ d'ober e dorfed, n'hall ket ober tra da wareziñ ar paourkaezh Orestes diouzh heuliadoù e wallober. Koulskoude, a-benn ar fin, setu an doueez Athena oc'h aozañ ur prosez dirak daouzek barner. Goulenn o freizh a ra an Erinied. Lavarout bezañ sentet ouzh Apollon a ra Orestes. C'hwec'h barner enep dezhañ, c'hwec'h all a-du gantañ. Gant mouezh an doueez e vo saveteet.

Aze ez echu an istor hervez Aisc'hylos. Pelloc'h avat ez a Euripides. Dont a ra Apollon da c'hourc'hemenn da Orestes tec'hel rak Merc'hed ar Gonnar da d-Tauris, ha da zegas ac'haleno delwenn e c'hoar, an doueez Artemis, a oa kouezhet eus lein an neñvoù , da Aten. Hag Orestes mont, gant e genderv. Erruet eno, setu ar bobl da dapout anezho, d'o bac'hañ, evit o aberzhiñ da Artemis, hervez m'emañ ar c'hiz gante. Met piv e oa ar velegez karget d'ober an aberzh, nemet Ifigenia, c'hoar all Orestes. Ha hi da ginnig leuskel he breur da vont gant ma kasfe ul lizher eviti da Hellaz. Nac'h a ra Orestes mont, fellout a ra dezhañ chom da vezañ lazhet, goulenn a ra digant e genderv mont en e lec'h. A-benn ar fin e tec'h an tri gant an delwenn.

Distro da Hellaz, setu Orestes o vont da roue Mykenai, bro e dad (ret eo bet lazhañ Aletes, mab Aigisthos a-raok), hag Argos ha Lakonia ouzhpenn.

Flemmet e voe, a-hervez gant un naer en Arkadia. Degaset e voe e gorf da Sparta ma voe beziet, hag azeulet evel un doue da c'houde.

 
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ