Hoc'h-douar
(Adkaset eus Orycteropus)
| |||
---|---|---|---|
Un hoc'h-douar plouzet
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Tubulidentata | ||
Kerentiad : | Orycteropodidae | ||
Genad : | Orycteropus | ||
Anv skiantel | |||
Orycteropus afer Pallas, 1766 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An hoc'h-douar, pe orikterop, (Orycteropus afer) a zo ur bronneg hag a vev en Afrika issahara.
Ar spesad nemetañ eo en urzhiad Tubulidentata.
Doareoù pennañ
kemmañ1.60 m eo e hirder gant ul lost 50 cm. Etre 40 ha 65 kg eo e bouez. Hir eo e voj hag e zivskouarn, begek e lost, gell ha rouez e vlevenn. Turiañ a ra an douar gant skilfoù kreñv e bavioù a-raok ha toullañ garidennoù 10 metrad. Gant e bavioù a-dreñv e skarzh an douar er-maez.
Ober a ra gant e c'hwesha evit diskoachañ ar merien hag ar merien-gwenn en em vag diwarno. Debriñ a ra togoù-touseg ha frouezh ivez.
Ur c'holen nemetken a vez ganet goude un dougen 7 miz. E rakdent hag e zent-lagad a gouezh pa vez yaouank c'hoazh ha ne chom nemet ar c'hildent gant al loen en e oad gour.