Ota Dokan
Ōta Dōkan (太田 道灌, Ōta Dōkan), 1432-1486, a oa ur samourai hag ur barzh japanat. Ganet e oa bet gant an anv Ōta Sukenaga (太田 資長) en un tiegezh daimyoed a ziskenne eus Minamoto no Yorimasa.
E 1457 e oa bet lakaet sevel Kastell Edo gantañ hag e 1458 en doa tapet an anv Dōkan, ma anavezed anezhañ dreist-holl. Dibabet e voe ar c'hastell da lec'h annez ar shogun Tokugawa Ieyasu e 1590 ha talvezet en deus da sez evit ar gouarnamant. Deuet eo ar c'hastell da vezañ lec'h palez an Impalaer a-hiziv. Bep 1añ a viz Here e vez lidet e zeiz-ha-bloaz e Tokyo a-benn enoriñ memor Ota Dokan, saver ar c'hastell.
E-touez ar monumantoù all bet lakaet da sevel gant Dokan emañ templ Hirakawa, ma lider ur festival d'ar 24-25 Ebrel. Savet eo bet an templ war diazezoù kastell Edo-jo ha gouestlet eo da Sugawara no Michizane, doue ar varzhoniezh hag ar gelennadurezh.
Setu marvnad Ōta Dōkan :
|
|