Paco Rabanne
Paco Rabanne, eus e anv leun Francisco Rabaneda Cuervo, bet ganet d'an 18 a viz C'hwevrer 1934 e Pasaia, Gipuzkoa, Bro-Vask, met a lavar bezañ Breton, a zo ur c'hemener brudet, degaset gantañ nevezinti da vat e bed ar c'hiz er bloavezhioù 1960. Brudet eo ivez e borfumoù (35 bennak a zo bet ijinet gantañ). Brud en deus tapet ivez diwar ar bloavezhioù 1990 gant e ziouganoù ha danevell e vuhezioù kent.
BuhezAozañ
Fuzuilhet eo e dad gant ar frankisted e-kerzh Brezel Spagn. Tec'hel kuit a ra e familh en tu all d'ar Pireneoù ha dont da Vreizh da glask repu, war atiz Tanguy Prigent, dreist-holl e kostez Montroulez, el lec'h ma lavar e komze brezhoneg a-raok gouzout galleg. Kas a ra studioù tisavouriezh da benn met hep ober e vicher gant se. Bravigoù a ra da gentañ.
E 1966 e tiskouez an dilhad kentañ savet gantañ, ma ra gant danvezioù divoas evel metal, paper ha plastik.
Paco Rabanne ha BreizhAozañ
Un ti en deus e Porsal ma wint ar Gwenn-ha-Du warnañ. Embann a ra bezañ Breton.