Park
pajenn disheñvelout Wikimedia
Ur park a c'hall bezañ meur a dra :
- war ar maez : un dachenn vras a-walc'h ma vez gounezet plant da zebriñ, edoù dreist-holl : gwinizh, maiz, segal, riz, beterabez... Dre astenn-ster e komzer eus ur park istr hag ur park meskl. Gwelet Park (labour-douar). Stank eo ar ger el lec'hanvadurezh vrezhonek.
- e kêr : un seurt liorzh vras gant plant, gwez ha bleunioù, a-wechoù feunteunioù ha savadurioù, evit dudi an dud (pourmen, diskuizhañ, c'hoari hag all). Komz a reer eus liorzh-kêr ivez.
- ur park natur broadel pe rannvroel : un dachenn vras kenañ evit gwareziñ an natur a gaver ennañ, plant ha loened.
- ur park dudi, ur park c'hoarioù, evit c'hoariellat.
- war an dachenn armerzhel hag an enklask : ar park teknologel hag ar park ijinañ ma kaver embregerezhioù ha melestradurezhioù.
Park a c'hall bezañ lec'hioù all c'hoazh gant un dalvoudegezh bennak : park-beloioù, parklec'h evit ar c'hirri, parkad rodoù-avel, parkad urzhiataerioù, park plankennoù-ruilh (skate park)... Savadurioù bras er c'hêrioù a vez anvet park a-wechoù, da skouer ar Roazhon Park, stad mell-droad ar gêr, hag ar Park, ur sal sinema e Stockholm.
Anv-tiegezh
kemmañUn anv-tiegezh saoznek ha korean eo.
- Alexandra Park, aktorez aostralian
- Grace Park, aktorez kanadian
- Keith Park, ofiser eus Zeland-Nevez
- Megan Park, aktorez kanadian
- Mungo Park (1771-1806), ergerzhour skosat
- Nick Park, realizatour Wallace and Gromit ha Shaun the Sheep
- Randall Park, aktor stadunanat
- Robert Ezra Park, sokiologour stadunanat
- Park Chung-hee (1917-1979), milour, politikour ha prezidant Sukorea
- Park Geun-hye (ganet e 1952), prezidantez Sukorea
Anv-lec'h
kemmañ- Park, kêriadenn diwar ar maez e Manitoba, e Kanada
- Park, kêriadenn polonat eus voivodiezh Warmińsko-mazurskie
- Park, kêriadenn e Kontelezh Doire, e Norzhiwerzhon
- Park, kêriadenn e Kansas, e Stadoù-Unanet Amerika
- Park, kêriadenn e proviñs Badakhshan, en Afghanistan
- Park, kêriadenn e proviñs Yazd, e Iran
- Abati Park, e-kichen Leuven e Flandrez Belgia