Paul-Victor Fournier


Ar chaloni Paul-Victor Fournier zo ur botanist gall, bet ganet d'an 29 a viz an Azvent 1877 e Damrémont (Haute-Marne) ha marvet d'an 20 a viz Mae 1964 e Poinson-lès-Grancey (Haute-Marne). Les quatre flores de France eo e oberenn veur, bet embannet etre 1934 ha 1940, hag adembannet meur a wezh a-c'houdevezh, a zo talvoudus c'hoazh evit kavout anvioù ar plant àr an dachenn. Ul levr arall a-bouez en deus embannet : Dictionnaire des plantes médicinales et vénéneuses de France, e 1947-1948.

Paul Victor Fournier
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanPaul Kemmañ
Anv-familhFournier Kemmañ
Deiziad ganedigezh29 Kzu 1877 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHaute-Marne Kemmañ
Deiziad ar marv20 Mae 1964 Kemmañ
Lec'h ar marvPoinson-lès-Grancey Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherlouzawour, chaloni, kelenner skol-veur Kemmañ
Tachenn labourlouzawouriezh, phytotherapy, Fauna Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ

Buhez kemmañ

Studioù kemmañ

Bet e oa Paul Fournier é studial er C'hloerdi Bihan ha goude er C'hloerdi Bras e Langres. Beleget oa bet d'an 29 a viz Mezheven 1901 ha dalc'het en doa da studial e Skol-Veur Dijon. A-zal 1903, e oa bet lerc'h-ouzh-lerc'h kelenner e Kloerdi Bihan Langres, e skolaj Sant-Jojeb e Poitiers hag e skolaj an tadoù Marist e Lyon. Mobilizet e oa bet evel kravazhour ha klañvdiour e-pad ar Brezel-bed kentañ. Goude e oa bet kelenner e Saint-Dizier ha lakaet e oa bet chaloni a enor e eskopti Langres e 1921. Neuze e teuas da vout kelenner er skolaj Stanislas e Pariz (collège Stanislas de Paris) e 1928. Dilezel a reas ar c'helenn e 1930 evit en em deurel d'e labourioù lennegel ha skiantel. Kuitaat a reas kornad Pariz evit mont da chom e Poinson-lès-Grancey e 1937, ha setu-eñ person ar barrez-se.

Studioù lennegel en doa graet Paul Fournier, hag un naturalist entanet e oa. A 1924 da 1927 en doa embannet Bréviaire du botaniste, hag en arbenn ag an dra-se en doa bet an titl a zDoktor àr ar skiantoù e Skol-Veur Pariz. War ar botanik en doa difennet e dezennoù er Sorbonne e 1932 evit tapout e Zoktorelezh àr ar lizhiri : La contribution des missionnaires français au progrès des sciences naturelles aux XIXème et XXème S. ha Voyageurs naturalistes du clergé français avant la révolution. Etre 1932 ha 1948 e oa bet rener ha penn-skriver ar gazetenn Le Monde des Plantes. Enskrivet e oa er Société botanique de France, hag en e guzul-merañ e 1933 ; dont a reas da vout unan ag an eil-prezidanted e 1936. Un daou-ugent bennak a notennoù en doa skrivet er Bulletin de Société Botanique de France. Abalamour d'e oberennoù e oa bet dilennet Ezel kenskriver e rann ar botanik en Académie des sciences e 1960.

An oberenn veur kemmañ

E levr Les quatre flores de la France eo al labour pouezusañ en deus graet evit ar botanik. Komañset e oa bet an embann e miz Here 1934 e kiz levrennigoù, betek miz Here 1940. Dont a reas an titl da vout Les quatre flores de France goude an embannadur kentañ. Klok e oa ar flora-se met pas re bounner, aes da gas war an dachenn, ha dre-se e klote en ur mod dispar doc'h floraoù meur ar prantad-se (Flore descriptive et illustrée de la France de la Corse et des contrées limitrophes (1901-1906, e ti Klincksiek, Paris) hag Hippolyte Coste, Flore complète illustrée en couleur de France, Suisse, Belgique (1912-1935, e ti E. Orlhac, Paris) hag ivez Gaston Bonnier).

Adembannet estroc'h evit ur wezh goude 1940 (1946, 1961, 1977, 1990, 2001)[1], n'eo ket bet biskoazh hizivet (nemet un nebeudig notennoù e embannadur 1961) met embannet e oa bet un « Index actualisé » e 1997[2]. Tresadennoù an aozer, bihannik-tra en embannadur kentañ, a oa aet war fallaat a embannadur da embannadur. Embannet e oant bet en-dro get o ment gwir er version e div levrenn bet embannet get Lechevalier e 1977.

Daousto dezhañ bout kozh e chom ar « Flore Fournier » ul levr a-bouez implijet war an dachenn get un niver bras a votanisted. An hani aesañ da implij eo e-mesk floraoù Frañs, hep mar ebet, rak an adembannadurioù goude 1977 zo en ur levrenn hepken en-dro.

Levrioù kemmañ

  • Bréviaire du botaniste ou Florule de poche des genres et espèces complexes et de leurs hybrides, 1924-1927. E ti an aozer, Saint-Dizier, 632 p.
adembannet get an titl Flore complétive de la plaine française. Genres complexes, espèces collectives, hybrides. Classement des sous-espèces et variétés. Région parisienne, Ouest, Centre, Nord, Est, 1928. Lechevalier, Paris, XII + 632 p, 565 skeudenn.
  • Les quatre flores de la France, Corse comprise (Générale, Alpine, Méditerranéenne, Littorale), 1934-1940. E ti an aozer, Poinson-lès-Grancey, 1092 p, 8075 skeudenn.
moullet en-dro e 1946 get an titl Les quatre flores de France (Lechevalier).
adembannet e 1961 (Lechevalier), adembannet e 1977 (2 levrenn: I, testenn ha II, atlas, Lechevalier)
adembannet tre-ha-tre evel embannadur 1961 e 1990 (Lechevalier, ISBN 978-27205-0529-4) ha 2001 (Dunod, ISBN 978-2-1000-5463-3).
  • Voyages et découvertes scientifiques des missionnaires naturalistes français à travers le monde pendant cinq siècles (XVe à XXe siècle), 1932. Encyclopédie Biologique X, Lechevalier, Paris, 258 p, 2 skeudenn, 30 poltred.
  • Les cactées et les plantes grasses, 1935. Encyclopédie Pratique du Naturaliste : 28, Lechevalier, Paris, 110p, 64 plankennad liv + 17 plankennad gwenn ha du. Adembannet e 1954 (Lechevalier).
  • Le livre des plantes médicinales et vénéneuses de France, 1947-1948. Encyclopédie Biologique XXV-XXI-XXXII, Lechevalier, Paris, 3 vol, LXXVIII + 447 + 504 + 636 p, 818 skeudenn.
  • Flore illustrée des jardins et des parcs. Arbres, arbustes et fleurs de pleine terre, 1951-1952. Encyclopédie Biologique XXXVIII-XXXIX-XL-XLIV, Lechevalier, Paris, 3 vol + atlas, 340 + 550 + 536 p + 182 plankennad.

Notennoù ha daveoù kemmañ

  1. Data BNF-Paul Fournier
  2. André Terrisse, Monique Balayer ha Laura Napoli : Paul Fournier : Les Quatre Flores de France : Index actualisé sur Flora Europæa & l’index de Michel Kerguélen - Notes de lecture. Bulletin de la Société Botanique du Centre-Ouest, vol. 28, 1997, pp. 630-631. issn=0154-9898

Mammenn kemmañ

  • Georges Dillemann, Paul-Victor Fournier (1877-1964), in Bulletin de la Société botanique de France, 1964, volume 111, numéro 5-6.

Liammoù diavaez kemmañ