Pausa
Er yezhoniezh e vez implijet an termen pausa (diwar al latin: pausa, "ehan"; saoz: pausa) evit komz eus diwezh ul lavarenn pe ur ger.
Lezennoù distagadur a zo ha ne dalvont nemet er pausa, da lâret eo e c'hell bezañ distaget en un doare disheñvel fonemoù zo p'en em gavont e fin ur ger pe e fin ul lavarenn, da skouer en alamaneg hag e brezhoneg e vez liveet an diforc'h etre kensonennoù mouezhiet ha divouezh:
- Rad ("rod") d'ar pausa heñvelson ouzh Rat ("kuzul; ali") > [ra:t]