Robert Wiedemann Browning
(Adkaset eus Pen Browning)
Robert Wiedemann Barrett Browning lesanvet Pen Browning (9 a viz Meurzh 1849 e Firenze - 8 a viz Gouere 1912 en Asolo) a oa ul livour hag ur buruteller arzoù breizhveuriat, mab ar barzh ha skrivagner Robert Browning hag ar varzhez Elizabeth Barrett Browning. Diskouezet e voe e oberennoù e Londrez, er Royal Academy, er Grosvenor Gallery hag en Hanover Gallery.
E vuhez
kemmañGoude marv e vamm e 1861 e voe kaset Browning da Vreizh-Veur ma studias er Christ's College. Goude-se e teskas livañ, kizellañ ha tresañ en Antwerpen gant Jean Arnould Heyermans a-douez tud all. Goude-se ez eas da Bariz, m'en em stalias gant e dad hag e voereb. E 1885 e kejas ouzh an Amerikanez Fanny Coddington, hag e timezjont e 1887[1].
Notenn
kemmañ- ↑ New York Times, 25 a viz Here 1887
Liamm diavaez
kemmañ- Work by Pen Browning, Skol-veur Baylor