Pennglaou
| |||
---|---|---|---|
Pennglaou
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Paridae | ||
Genad : | Parus | ||
Anv skiantel | |||
Parus major Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar pennglaou (Parus major) a zo ul labous eus urzhiad ar golvaneged hag eus kerentiad ar paridae.
Doareoù pennañ
kemmañGant e uhelder a 14 cm eo ar pennglaou an hini brasañ eus familh ar pennglaoued hag an evned kar all eus ar genad.
E benn a zo du hag e zivjod a zo gwenn.
Heñvel-bras eo ar par hag ar barez.
Glaou a dave da liv e benn. Sellet ivez ouzh Pennglaou teñval (Parus lugubris). Pennglaouig a c'hell talvezout da skañv-benn : Pennglaouig ma 'z out ![1]
Ar pennglaou a zebr amprevaned, biskoul, kraoñ hag hadoù.
Annez
kemmañBevañ a ra ar pennglaou er c'hoadoù, liorzhoù ha girzhier. Ul labous arsezat eo en Europa. Neizhiañ a ra e miz Ebrel hag e miz Mae. Fardet eo an neizh gant kinvi, kolo, gloan, reun ha pluñv en un toull en ur wezenn pe ur voger. Dozvet eo gantañ etre 5 ha 12 vi.
Sell ivez
kemmañSkeudennoù
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ GReg 577a : Pennglaouïcq, Tête de linote, injure, homme de peu de sens (ce mot dans le propre, veut dire mesange).