Perisserosa guttata
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Perisserosa guttata guttata
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Perisserosa | ||
Anv skiantel | |||
Perisserosa guttata (Gmelin, 1791) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Perisserosa guttata a zo ar spesad nemetañ eus genad Perisserosa e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marines species WORMS[1]. Ur spesad kregin ral a-walc'h pe ral an hini eo.
Taksonomiezh
kemmañDiskrivet eo bet ar spesad gant Gmelin e 1791 dindan an anv genad Cypraea[2].
An heñvelanv Perisserosa brocktoni diskrivet gant Iredale e 1930 a zo bet nulet gant abeg an diskrivadur a-raok.
Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Perisserosa guttata o vezañ impijet un tamm muioc'h eget an daou all :
- Cypraea guttata hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Erosaria guttata hervez Felix Lorenz[3].
Bevoniezh
kemmañKregin eus ar re vravañ eo ar Perisserosa guttata. Kavet e vezont etre nebeut metroù donder betek ken don ha 300 m.
Isspesadoù ha stummoù
kemmañDaou isspesad a zo bet diskrivet diouzh ma vevont e kornog pe reter Gourenez Thailand/ Malesia :
- Perisserosa guttata guttata (Gmelin, 1791) er reter a zo kregin ral a-walc'h etre 54 ha 70 mm an aliesañ a c'hell bezañ etre 32 (kregin korr=Dwarf) ha 87 mm (kegin ramz=giant) ral zoken. Kavet e vint etre 25 ha 100 m donder.
- Perisserosa guttata surinensis (Raybaudi, 1978) er c'hornog a zo kregin ral etre 42 ha 52 mm an aliesañ a c'hell bezañ etre 32 (kregin korr=Dwarf) ha 58 mm (kregin ramz=giant) ral zoken. Kavet e vint nemet er morioù don etre 100 ha 300 m donder.
hag ur stumm
- Perisserosa guttata guttata f. azumai bet diskrivet gant Schilder e 1960 ha gwelet evel un isspesad-all gant nebeut skiantourien.
Kartenn al lec'hioù bevañ
kemmañLec'h bevañ ar spesad a zo er meurvorioù Indez hag Habask eus Inizi Maldivez hag India betek mor China, Su Japan hag Aostralia.
Skeudennoù
kemmañSell ouzh keinoù, kostezoù ha diazoù an daou isspesad hag ar stumm.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ lec'hienn WORMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 02 a viz Gouere 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=530890(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 {en}