Pobl Taino Hispaniola
Ar bobl taino (spagnoleg : taíno), an Dainoed, e oa ar bobl niverusañ en enez Hispaniola pan erruas Europiz eno. Dont a raent eus douar-bras Suamerika, eus aber ar stêr Orinoco. Mont a raent a enez da enez ken na zegouezhjont en enez Kuba, ha sujet e veze gante ar pobloù erruet en o raok, evel ar C'huanahatabeyed hag ar Ciguayed.
Tri rumm Tainoed zo, hervez an hendraourien : tud Hispaniola a vez lavaret Taínos clásicos ("Tainoed klasel") anezhe, ha damheñvel int ouzh Taínoed Puerto Rico ha re reter Kuba.
Pa zilestras ar c'hentañ moraerien deuet eus Europa e oa brezel o ren etre an Taínoed, re ar reter dreist-holl, en Antilhez Bihanañ, ha brezel a oa etreze hag ar Garibed, ur bobl arawak arall, anezho brezelourien un tamm mat feulsoc'h. Ar gevredigezh taino a oa renet gant ur roue, anvet kasik hervez ar ger spagnolek cacique, hag en devoa pep galloud. Pemp kasikelezh (cacicazgo) a oa en enez.
E 1508 e chome 60 000 taino e Hispaniola. E 1531, gant ar sklaverezh hag ar c'hleñvedoù e oa koazhet o niver pa ne chome nemet 600[1].
Kevredigezh
kemmañAozet e oa an tainoed e digoadennoù, e-kreiz an douaroù. Daou seurt tier o devoa : bohíos hag a oa kelc'hiek, ha caneyos, bras ha hirgarrezek a oa ti ar c'hasik hag e goskor.
Kousket a raent e gweleoù ispilh gwiadet e kotoñs.
Pevar renkad a oa er gevredigezh :
- ar c'hasik (guare),a oa penn ar yucayeque, ar meuriad ;
- an nitaínos, uhelidi ar meuriad, anezho koskor ar c'hasik ha brezelourien ;
- ar behiques, beleien ;
- an naborias, a laboure an douar.
Pep kasigelezh a oa dizalc'h, dindan pep a gasik.
Ar c'hasikelezhioù
kemmañKasigelezhioù Hispaniola a oa diazezoù politikel kentañ savet gant Tainoed Hispaniola, hag anvet Ayiti, Quisqueya, pe Bohio gante. Pan erruas ar Spagnoled kentañ e 1492 e oa pemp kasigelezh, pep a gasik en o fenn. Dindane e oa kasiked vihan, ha nitaínos, an uhelidi.
Sklaer ha resis e oa bevennoù pep kasigelezh, diazezet ma oant war elfennoù naturel evel stêrioù, menezioù, traoñiennoù ha plaenennoù.
Kasikelezh Marién Kasiegezh Maguá Kasikelezh Maguana Kasikelezh Higüey Kasikelezh Xaragua |
- • Marién
Kasikelezh Marién, e gwalarn an enez, rannet e 14 'nitaíno, a oa gouarnet gant ar c'hasik Guacanagarix, a oa o chom en El Guárico, tostik da Gabo Haitiano, en Haiti. Brezel a voe etre ar vro-se ha broioù ar gasiked Mairení ha Caonabo, kasik Maguana, evit ren e bro vojennel an doueez Madre Iermao ("Korf Maen"), a oa doueez kasikelezh Marién.
Er vro-se e oa, er Republik Dominikan : Dajabón, Montecristi, Santiago Rodríguez, Valverde ha darn eus Puerto Plata ; en Haiti : Artibonite, da departementoù ar C'hreiz, ar Biz, an Norzh hag ar Gwalarn.
- • Maguá
Kasiegezh Maguá, e biz an enez, a oa gouarnet gant ar c'hasik Guarionex ha rannet etre 21 nitaíno'. Edo o fennlec'h tostik da Santo Cerro, e La Vega.
Er vro-se e oa, er Republik Dominikan : Proviñs Duarte, Espaillat, La Vega, María Trinidad Sánchez, Monseñor Nouel, Puerto Plata, Salcedo, Samaná, Sánchez Ramírez ha Santiago.
- • Maguana
Kasikelezh Maguana, e-kreiz an enez, a oa rannet etre 21 nitaíno ha gouarnet gant ar c'hasik Caonabo.
Er Republik Dominikan e oa Azua, Baoruco, Elías Piña, La Vega, Peravia, San Cristóbal, San José de Ocoa, San Juan ha Santiago.
- • Higüey
Kasikelezh Higüey, e gevred an enez, en em astenne etre Cabo Engaño hag ar río Haina ; gouarnet e oa gant ar c'hasik Cayacoa ha rannet etre 21 nitaíno. Edo ar penngêr el lec'h m'emañ Salvaleón de Higüey hiriv.
Atabeira ("Mmm ar maen orin") e oa anv an doueez-vamm.
Er vro e oa, er Republik Dominikan : Distrito Nacional, El Seibo, Hato Mayor, La Altagracia, La Romana, Monte Plata ha San Pedro de Macorís.
- • Xaragua
Kasikelezh Xaragua a oa gouarnet gant ar c'hasik Bohechío, a varvas e 1502, ha rannet etre 26 nitaíno. War-lerc'h Bohechíoe e renas e c'hoar Anacaona.
Er Dominikan edo Bahoruco, Barahona, Independencia ha Pedernales ; en Haiti edo Artibonito, Grand'Anse, Nippes, ha departamantoù ar Gevred, ar Su hag ar C'hornôg.
Sevenadur
kemmañRelijion
kemmañLiesdoueidi e oa an Dainoed. O fenndoue e oa Yocaju Bagua Maorocoti, mab d'an doueez Atabey Yermao Guacno Macvayo.
Diduamantoù
kemmañAn dañs (areíto) hag ar sonerezh, ar c'hoari bolotenn (batú), c'hoariet en un dachenn anvet batey.
Gant ar c'hoari batú e voe sachet evezh an drevadennerien spagnol. Gant gom, delioù ha rousin e oa graet ar volotenn, ha dianav e oa ar seurt c'hoariell en Europa. C'hoariet e veze gant daou skipailh ennañ betek 30 den (paotred ha merc'hed) a ranke derc'hel ar volotenn er vann gant o divskoaz, o ilinoù, ha gant pep lodenn eus ar c'horf nemet an daouarn.
Levrlennadur
kemmañ- (es) Las Casas, Bartolomé de (1552) : Brevísima relación de la destrucción de las Indias, SARPE, 1986 (ISBN 978-84-7700-006-8)
- (fr) Nau, Émile (1854) : Histoire des Caciques d'Haïti, British Library, 2012 (ISBN 978-1-249-02403-3)
Notennoù
kemmañ- ↑ (es) Bartolomé de Las Casas (1552) : Brevísima relación de la destrucción de las Indias.