Porzhe
Ar Porzhe zo ur vroig eus Kernev, etre Gourenez Kraozon en norzh hag ar C'hab er su, digor war Bae Douarnenez. Diouzh tu ar sav-heol eo bevennet en norzh gant Menez C'homm hag an uhelennoù a stag anezhañ ouzh ar peurrest eus ar Menez Du, er reter gant ar Stêr Deir, hag er su gant menezioù ha koadeier Lokorn.
Kumunioù
kemmañEr Porzhe emañ ar c'humunioù-mañ:
Anv
kemmañDont a ra an anv diwar ul liester kozh eus porzh, da lavaret eo ar porzhioù-mor bihan a oa e foñs ar bae[1].